Levr Yirmia 17:12
Hag hî hô deûz lavaret: Dic’héd omp deuet; war heûl hor ménosiou hon-unan éz aimp, ha pep-hini ac’hanomp a rai hervez direizted hé galoun.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
A glorious high throne from the beginning is the place of our sanctuary.
In Context
Cross References
Psalms 96:6Gloar ha skéd a zô dira-z-han̄; san̄télez ha meûrdez a zô enn hé léac’h san̄tel.
Isaiah 6:1Er bloaz é péhini é varvaz ar roué Ozias, é wéliz ann Aotrou azézet war eunn trôn uc’hel-meûrbéd; hag ar péz a oa dindân-han̄ a leûnié ann templ.
Jeremiah 3:17Enn amzer-zé é c’halvin̄t Jéruzalem trôn ann Aotrou; hag é vézô strollet enn-hi ann holl vrôadou é hanô ann Aotrou, é Jéruzalem, ha na valéin̄t mui war-lerc’h direizded hô gwall galoun.
Ezekiel 1:26Ha war ann ebr-zé, a ioa a-ziouc’h d’hô fenn, éz oa ével doaré eunn trôn héñvel oud eur méan safir, ha war ann trôn ével doaré eunn dén azézet war-n-ézhan̄.
Hebrews 12:2Na an̄kounac’hait két rei digémer enn hô tî, râg hiniennou oc’h ôber kémen̄t-sé hô deûz digéméret élez enn hô zî.