Levr Yirmia 18:10
Neûzé é torri ar pôd dirâg ann dûd a iélô gan̄-éz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 14:22Koulskoudé ar ré holl péré hô deûz gwélet va meûrdez, hag ann arwésiou em eûz gréat enn Éjipt hag enn distrô, hag hô deûz va demptet bété dég gwéach, ha n’hô deûz két sen̄tet out va mouéz,
Numbers 14:34Hervez ann niver eûz ann daou-ugen̄t dervez é-pâd péré hoc’h eûz ardamézet ann douar-zé: eur bloaz a vézô nivéret évid eunn deiz. Kouéza a rai éta war-n-hoc’h é-pâd daou ugen̄t vloaz hô fallagriézou, ha gouzout a réot pétrâ eo va ven̄jan̄s.
1 Samuel 13:13Jonatas a biñaz éta ô krapa gan̄d hé zaouarn ha gan̄d hé dreid, hag hé floc’h war hé lerc’h. Evel-sé lôd a gouézaz dirâk Jonatas, hag hé floc’h a zeûé war hé lerc’h a lazé ar ré all.
Ezekiel 33:12Té éta, mâb dén, lavar da vugalé da bobl: Gwirionez ann dén gwirion na zieûbô két anézhan̄ é pé zeiz-bennâg ma péc’hô; ha fallagriez ann dén fallagr na rai két a c’haou out-han̄ é pé zeiz-bennâg ma tistrôi diouc’h hé fallagriez: hag ann dén gwirion na hellô két béva enn hé wirionez é pé zeiz-bennâg ma péc’hô.