Levr Yirmia 18
1Ével-henn é lavar ann Aotrou: Kéa, ha kémer eur pôd prî gréat gan̄d eur pôder, ha kâs gan-éz eûz a hénaoured ar bobl, hag eûz a hénaoured ar véléien:
2Ha kéa er-méaz étrézé traon̄ien mâb Ennom, péhini a zô râg-eeun da borz ar bôdérez-prî: hag énô é prézégi ar gériou a livirinn d’id.
3Hag é liviri: Sélaouit gér ann Aotrou, rouéed Juda, ha tûd Jéruzalem: Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Chétu mé a gasô war al léac’h-man̄ eunn en̄krez ker brâz, ma voudô hé ziskouarn da gémen̄d hini a glévô hanô anézhan̄.
4O véza ma hô deûz va dilézet, ha lékéat al léac’h-man da zaotr, ô kenniga sakrifisou da zouéed a-ziavéaz, ha na anavézen̄t két, nag hî, nag hô zadou, na rouéed Juda; ha ma hô deûz leûniet al léac’h-man̄ a c’hoad ar ré zinam:
5Ha ma hô deûz savet lec’hiou huel da Vaal, évit leski hô bugalé enn tân é sakrifiz da Vaal; ar péz n’em eûz két gourc’hémennet d’ézhô, a béhini n’em eûz két komzet, ha né két bét savet em c’haloun.
6Râk-sé chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré na vézô mui hanvet al léac’h-man̄ Tofet, na traon̄ien mâb Ennom, hôgen traon̄ien al lazérez.
7Bévézi a rinn el léac’h-man̄ Kuzul Juda ha Jéruzalem, ha mé hô dispennô gan̄d ar c’hlézé dirâg hô énébourien, ha gan̄d dourn ar ré a glaskô hô buez: hag é rôinn hô c’horfou-marô da voéd da evned ann éñv, ha da loéned ann douar.
8Er zaouzan hag er c’houiban é likiinn ar géar-man̄: kémen̄d hini a dréménô ébiou d’ézhi a vézô saouzanet, hag a c’houibanô diwar-benn hé holl c’houliou.
9Hô boéta a rinn gan̄t kig hô mipien, ha gan̄t kîg hô merc’hed; pép-hini a zebrô ivé kîg hé viñoun é-pad ar grounnadur, pa vézin̄t en̄ket ha gourizet gan̄d hô énébourien, ha gan̄d ar ré a glaskô hô buez.
10Neûzé é torri ar pôd dirâg ann dûd a iélô gan̄-éz.
11Hag é liviri d’ézhô: Ével-henn é lavar Aotrou, ann arméou: Ével-sé é vrévinn ar bobl-zé, hag ar géar-zé, ével ma eo brévet ar pôd prî, ha na hell mui don̄d d’hé stad gen̄ta; hag hî a vézô bésiet é Tofet, ô véza na vézô mui léac’h all é-béd évit bésia.
12Ével-sé é rinn d’al léac’h-zé, émé ann Aotrou, ha d’ar ré a choum enn-han̄; hag é-c’hiz Tofet é likiinn ar géar-zé.
13Tiez Jéruzalem ha tiez rouéed Juda a vézô dic’hlan ével Tofet; ann holl diez war lein péré hô deûz kenniget sakrifisou da holl armé ann éñv, hag hô deûz skuḻet braoued-kennigou da zouéed a-ziavéaz.
14Hôgen Jérémias a zeûaz eûz a Dofet, é péléac’h en dôa ann Aotrou hé gaset évit diougani, hag en em lékéaz enn hé zâ é porched tî ann Aotrou, hag é lavaraz d’ann holl bobl:
15Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Chétu mé a gasô war ar géar-man̄, ha war hé zréfiou, ann holl zrougou am eûz lavaret enn hô énep, ô veza ma hô deûz kalédet hô fenn, évit na zélaouchen̄t két va gériou. ———— XX. PENNAD Jérémias a zô lékéat er vâc’h dré urs Fassur.