Levr Yirmia 19:1
Fassur, mâb Emmer ar bélek, péhini a oa da brins é tî ann Aotrou, a glévaz Jérémias ô tiougani enn doaré-zé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 11:16Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez: Dastum d’in dék dén ha tri-ugen̄t eûz a hénaoured Israel, péré a anavézi ével ar ré gôsa, hag ar ré zeskéta eûz ar bobl, hag é kasi anézhô é-tâl tabernakl ar gévrédigez, hag hô likii da choum énô gan-éz.
1 Chronicles 24:4Hag é oe kavet muioc’h a bennou-tiez é-touez mipien Éléazar égét é-touez mipien Itamar. Ranna a réaz éta mipien Éléazar é chouézék prin̄s, pé penn-tî, ha mipien Itamar é eiz prin̄s, pé penn-tî.
Jeremiah 13:1Gér ann Aotrou a zeûaz da Jérémias diwar-benn ar zec’hor.
Jeremiah 19:10Râk kalz kunuc’hennou em eûz klévet, ha gériou spoun̄tuz trô-war-drô: Heskinit-hén̄, heskinomp-hén̄; hag ar ré holl péré a oa é péoc’h gan-én̄, ha bépréd em c’hichen, a lavarô: Touellomp-hén̄ mar gellomp, ha nî a vézô tréac’h d’ézhan̄, hag a dennô ven̄jan̄s anézhan̄.
Jeremiah 32:14Chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, ma sévéninn ar gér mâd em eûz rôet da dî Israel ha da dî Juda.
Ezekiel 5:1Ha té, mâb dén, kémer gan-éz eunn aoten lemm, évit touza ar bléô: kémer-hi, ha kâs-hi war da benn ha war da vara; kémer ivé eur poéz hag eur valan̄s évid hô ranna.