The Bible Software
Levr Yirmia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yirmia 19

1Fassur, mâb Emmer ar bélek, péhini a oa da brins é tî ann Aotrou, a glévaz Jérémias ô tiougani enn doaré-zé.

2Ha Fassur a skôaz gan̄t Jérémias ar profed, hag a lékéaz hé gas d’ar vâc’h, a ioa out pors huéla Ben̄jamin, é tî ann Aotrou.

3Hag an̄tronôz da c’houlou-deiz Fassur a lékéaz tenna Jérémias eûz ar vâc’h. Ha Jérémias a lavaraz d’ézhañ: Ann Aotrou na c’halv mui ac’hanod Fassur, hôgen spoun̄t a bép tû.

4Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a rôiô ac’hanod d’ar spoun̄t, té ha da holl viñouned; hag hî a vézô dispennet gan̄t klézé hô énébourien, ha té her gwélô gan̄d da zaoulagad; hag holl Juda a rôinn étré daouarn roué Babilon; hag hén̄ hô dizougô da Vabilon, hag hô lazô gan̄d ar c’hlézé.

5Réi a rinn ivé holl vadou ar géar-man̄, hag hé holl c’hounid, hag hé holl draou talvouduz, hag holl den̄zoriou rouéed Juda a rôinn étré daouarn hô énébourien; hag hî hô freizô, hag hô c’hémérô, hag hô dizougo da Vabilon.

6Ha té, Fassur, ha kémen̄d hini a zô enn da dî, a iélô é sklavérez; da Vabilon é teûi, hag énô é varvi, hag énô é vézi bésiet, té ha da holl viñouned, da béré éc’h eûz diouganet gévier.

7Va douellet éc’h eûz, Aotrou, ha touellet ounn bét; kréoc’h égéd-oun oud bét, hag oud bét tréac’h d’in; da vézégez ounn deûet héd ann deiz; holl é réon̄t goab ac’hanoun.

8Rak pell zô é komzann, é c’harmann a-éneb ar fallagriez, hag é tiouganann ann disman̄tr; ha gér ann Aotrou a zô deûet d’in da vézégez ha da c’hoapérez héd ann deiz.

9Hag em eûz lavaret: Na rinn mui a véneg anézhan̄, ha na gomzinn mui enn hé hanô; hôgen deûet eo em c’haloun ével eunn tân loskuz, a zô en ém zerret em eskern; hag ounn fatet, ô véza na hellenn mui hé c’houzan̄vi.

10Râk kalz kunuc’hennou em eûz klévet, ha gériou spoun̄tuz trô-war-drô: Heskinit-hén̄, heskinomp-hén̄; hag ar ré holl péré a oa é péoc’h gan-én̄, ha bépréd em c’hichen, a lavarô: Touellomp-hén̄ mar gellomp, ha nî a vézô tréac’h d’ézhan̄, hag a dennô ven̄jan̄s anézhan̄.

11Hôgen ann Aotrou a zô gan-én̄ ével eur brézéliad kré; rak-sé ar ré a heskin ac’hanoun a gouézô; ha na vézint két tréach d’in. Mézékéet-brâz é vézin̄t, ô véza n’hô deûz két poellet ar vézégez peûr-baduz, ha n’az ai bikenn da-nétra.

12Ha té, Aotrou ann arméou, péhini a arnod ann dén reiz, hag a wél ann digroazel hag ar galoun, grâ ma wélinn, me az péd, ar ven̄jan̄s a denni anézhô; râg enn-od em eûz lékéât va c’héfridi.

13Kanit d’ann Aotrou, meûlit ann Aotrou; ô véza ma en deûz tennet éné ar paour eûz a zaouarn ar ré zrouk.

14Milliget ra vézô ann deiz é péhini ounn bét ganet; ha na vézet két benniget ann deiz é péhini é deûz va mamm va ganet.

15Milliget ra vézô ann dén en deûz digaset kélou d’am zâd, ô lavarout: Eur mâb a zô ganet d’id; ével pa vé bét eunn abeg a lévénez évit-han̄.

16Ra vézô ann dén-zé ével ar c’hériou en deûz disman̄tret ann Aotrou, hép keûz é-béd; ra glévô garm diouc’h ar min̄tin, ha iudérez d’ar c’hrésteiz.

17O véza n’en deûz két va lazet abarz ma oann ganet, évit ma teûjé va mamm da véz d’in, ha ma en̄gehen̄tché hé c’hôv hép génel bikenn.

18Pérâg ounn-mé deûet er-méaz eûz a gôv va mamm, évit gwélout poan ha gloaz, hag évit ma vézô bévézet va deisiou er vézégez? ———— XXI. PENNAD Traou a lavar ann Aotrou da dûd Jéruzalem évit savétei hô buez.

← Levr Yirmia 18Read In The App, Free →Levr Yirmia 20 →

Study Levr Yirmia 19

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334353637383940414243444546474849505152