Levr Yirmia 19:2
Ha Fassur a skôaz gan̄t Jérémias ar profed, hag a lékéaz hé gas d’ar vâc’h, a ioa out pors huéla Ben̄jamin, é tî ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 15:8Piña a ra dré draon̄ien mâb Ennom, war-zû ar c’hrésteiz eûz a vrô ar Jébuzéed, péléac’h éma Jéruzalem: hag ac’hanô é sâv bété lein ar ménez a zô râg-énep da C’héennom, war-zû ar c’hûs-héol, er penn uc’héla eûz a draon̄ien Rafaim râg-énep d’ann han̄ter nôz;
Nehemiah 3:29Goudé ar ré-man̄ é labouraz Sadok, mâb Emmer, dirâg hé dî. Ha goudé hé-man̄ é labouraz Sémaia, mâb Séc’hénias, diwaller pors ar sâv-héol.
Jeremiah 1:7Hag ann Aotrou a lavaraz din: Na lavar két: Eur bugel ounn; râk da béléac’h-bennâg m’az kasinn, éz î; ha kémen̄d a c’hourc’héminn d’id, a liviri.
Jeremiah 7:2Hag hi hô skiñô oud ann héol, hag oud al loar, hag oud holl armé ann én̄vou, hô deûz kaset, hô deûz servichet, war heûl péré hô deûz baléet, hô deûz en̄klasket, hag hô deûz azeûlet. Na vézin̄t két dastumet ha na vézin̄t két bésiet; da deil é vézin̄t war-c’horré ann douar.
Jeremiah 11:6Râk da vreûdeûr hô-unan, ha tî da dâd, hô deûz ivé stourmet ouz-id, hag hô deûz garmet war da lerc’h a boéz penn; na gréd két d’ézhô, ha pa gomzchen̄t ouz-id gan̄d habaskded.