Levr Yirmia 19:3
Hag an̄tronôz da c’houlou-deiz Fassur a lékéaz tenna Jérémias eûz ar vâc’h. Ha Jérémias a lavaraz d’ézhañ: Ann Aotrou na c’halv mui ac’hanod Fassur, hôgen spoun̄t a bép tû.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 102:15Hag ar brôadou a zoujô da hanô, ô Aotrou, hag holl rouéed ann douar a énorô da c’hloar.
Isaiah 28:19Râk pobl Sion a choumô é Jéruzalem, éhana a rî da wéla; da drugarézi a rai; kerken̄t ha ma en dévézô klévet klemm da vouéz, é respoun̄tô, d’id.
Jeremiah 13:18Mar d-ann er-méaz er parkou, chétu é kavann tûd lazet gan̄d ar c’hlézé; ha mar d-ann ébarz ar géar, chétu é wélann ré all dislébéret gan̄d ann naounégez. Ar broféded hag ar véléien a zô bét kaset ivé enn eunn douar ha na anavézen̄t két.
Jeremiah 18:11Hag é liviri d’ézhô: Ével-henn é lavar Aotrou, ann arméou: Ével-sé é vrévinn ar bobl-zé, hag ar géar-zé, ével ma eo brévet ar pôd prî, ha na hell mui don̄d d’hé stad gen̄ta; hag hî a vézô bésiet é Tofet, ô véza na vézô mui léac’h all é-béd évit bésia.