Levr Yirmia 2:15
Al léoned a zô en em daolet war-n-ézhan̄ enn eur iuda, hag enn eur c’harmi, enn eunn distrô hô deûz lékéat hé zouar; hé geriou a zô bét dévet, ha na choum dén enn-hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Ha sklâv eo Israel, pé mâb eur sklav? Pérâg éta eo deûet da breiz?
16Bugalé Menfis ha Tafnez hô deûz da wallet bétég ar penn.
Cross References
Judges 14:5Samson a ziskennaz éta gan̄d hé dâd hag hé vamm da Damnata. Ha pa oen̄t deûet da winiennou kéar, en em ziskouézaz eul léon iaouan̄k hag hén̄ férô hag ô iuda, hag a zeûaz étrézé Samson.
Psalms 57:4Hag hén̄ en deûz tennet va éné eûz a greiz al léonédigou; kousket ounn bét leûn a reûstl. Bugalé ann dûd hô deûz den̄t ével armou ha saésiou: hag hô zéôd a zô eur c’hlézé lemm.
Isaiah 5:9Kémen̄t-sé a zô deûet d’am diskouarn, émé Aotrou ann arméou: al lôd brâz a diez-zé, ann tiez-zé ker brâz ha ker kaer a vézo dizûd, ha na choumô dén é-béd enn-hô.
Isaiah 6:11Ha mé a lavaraz: Bété pégeit, Aotrou? Hag hén̄ a lavaraz: Kén na vézô glac’haret ha goullô ar c’heriou, hag ann tiez dizûd, ha ma vézô deûet ar vrô ével eunn distrô.
Jeremiah 4:7Saved eo al léon eûz hé géô, ha diskolper ar brôadou a zô enn hé zâ; éad eo er-méaz euz hé vrô, évit lakaad da zouar enn eunn distrô; da gériou a vézô disman̄tret, hép ma choumô dén enn-hô.
Jeremiah 6:8En em gélenn, ô Jéruzalem, gan̄d aoun n’en em denché va éné diouz-id; gan̄d aoun n’az lakajenn da véza eunn distrô hag eunn douar didud.