Levr Yirmia 2:23
Pénaoz é lévérez: N’ounn két saotret, n’em euz két kerzet war-lerc’h Baal? Gwél da gamméjou enn draonien, ha gwéz pétrâ éc’h eûz gréat; ével eur réder skan̄v a gerz buan enn hé hen̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Samuel 15:13Samuel a géméraz éta ar c’horn éôl hag a éôliaz anézhan̄ é kreiz hé vreûdeûr: ha spéred ann Aotrou a zeûaz war Zavid enn deiz-zé, hag a choumaz abaoé. Ha Samuel a zavaz hag a iéaz da Ramata.
Psalms 36:2Râk touéllérez en deûz gréat dira-z-han̄; hag hé fallagriez é deûz hé lékéat da véza kaséet.
Proverbs 28:13Néb a gûz hé dorféjou, n’az ai két da vâd; hôgen néb hô an̄sav, hag hô dilez, en dévézô trugarez.
Proverbs 30:20Ével-sé eo hen̄t ar c’hrég avoultr, péhini a zebr hag a zec’h hé génou, hag a lavar: N’em eûz két gréat a zrouk.
Jeremiah 2:33Pérâg é fell d’id diskouéza é vé mâd da hen̄t, évit klaskout va c’haran̄tez, pa éc’h eûz desket d’ar ré all da hen̄chou ar ré falla;