Levr Yirmia 2:33
Pérâg é fell d’id diskouéza é vé mâd da hen̄t, évit klaskout va c’haran̄tez, pa éc’h eûz desket d’ar ré all da hen̄chou ar ré falla;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Why trimmest thou thy way to seek love? therefore hast thou also taught the wicked ones thy ways.
In Context
Cross References
Jeremiah 2:23Pénaoz é lévérez: N’ounn két saotret, n’em euz két kerzet war-lerc’h Baal? Gwél da gamméjou enn draonien, ha gwéz pétrâ éc’h eûz gréat; ével eur réder skan̄v a gerz buan enn hé hen̄t.
Jeremiah 3:1Peûrvuia é lévéreur: Ma en deûz eunn dén kaset-kuît hé c’hrég, ha mar teû hou-man̄, goudé béza éat-kuît diout-han̄, da gémérout eunn ozac’h all, hag hén̄ a zistrôi c’hoaz gan̄t-hi? Ha na vézô két sellet ar c’hrég-zé ével dic’hlan ha saotret? Hôgen té a zô en em zaotret gan̄t kalz eûz da orgédérien; koulskoudé distrô étrézég enn-oun, emé ann Aotrou, ha mé az tigémérô.
Ezekiel 16:47N’éc’h eûz két hép-kén baléet enn hô hen̄chou, ha gréat ann hévélep gwallou; hôgen dreist-hô oud éat tôst-da-vâd enn da holl hen̄chou.
Hosea 2:5Râg hô mamm a zô en em rôet d’ar c’hadélez; saotret éo bét ann hini é deûz hô en̄géhen̄tet: râk lavaret é deûz: Mon̄d a rinn war-lerc’h va c’haran̄tésiou, péré a rô d’in va bara ha va dour, va gloan ha va lîn, va éôl ha va braoued.