Levr Yirmia 21:4
Râk mar sévénit ar gér-zé enn hoc’h ôbériou, é tréménô dré bersier ann tî-zé rouéed eûz a wenn David a azézô war hé drôn, a biñô war girri ha war gézek, hî hag hô zervichérien, hag hô fobl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 5:5Hôgen bréma é tiskouézinn d’é-hoc’h pétrâ a rinn d’am gwinien: diframma a rinn hé garz, hag hî a vézô gwastet. Diskara a rinn hé môger, hag hi a vézô mac’het.
Isaiah 13:4Eunn trouz brâz a zô war ar ménésiou, ével eûz a eul lôd brâz a dûd; trouz mouésiou kalz a rouéed, hag a vrôadou strollet kévret: Aotrou ann arméou en deûz rénet ann holl vrézélidi-zé.
Jeremiah 33:5Hag é likiiz dirâk bugalé tî ar Réc’habited pôdou leûn a wîn ha kôpou; hag é liviriz d’ézhô: Évit gwin.
Jeremiah 37:10Nabuzardan, penn ann armé, a lézaz é brô Juda ar ré baour eûz ar bobl, ar ré n’hô dôa nétrâ; hag é rôaz d’ézhô gwini ha pun̄sou enn deiz-zé.