Levr Yirmia 21
1Ével-henn é lavar ann Aotrou: Diskenn da dî roué Juda, ha lavar d’ézhan̄ ar gér-man̄.
2Hag é liviri: Sélaou gér ann Aotrou, roué Juda, péhini a zô azézet war drôn David, té, ha da zervichérien, ha da bobl, a zeû ébarz dré ar persier-zé.
3Ével-henn é lavar ann Aotrou: Grît barnédigez ha reizded, ha tennit néb a zô mac’het eûz a zourn ar mac’her; na en̄krézit két ann diavésiad, nag ann emzivad, nag ann in̄tan̄vez, ha n’hô mac’hit két gan̄d direizded; ha na skuḻit két ar goad dinam el léac’h-man̄.
4Râk mar sévénit ar gér-zé enn hoc’h ôbériou, é tréménô dré bersier ann tî-zé rouéed eûz a wenn David a azézô war hé drôn, a biñô war girri ha war gézek, hî hag hô zervichérien, hag hô fobl.
5Hôgen ma na zélaouit két ar gériou-man̄, dré-z-oun va-unan hen touann, émé ann Aotrou, ann tî-man̄ a vézô ével eunn distrô.
6Râg ével-henn é lavar ann Aotrou diwar-benn tî roué Juda: Galaad oud d’in ha penn al Liban; da lakaad a rinn da eunn distrô, ha da gériou da véza didûd.
7Mé a zañtélô enn da énep ann hini a lazô da dûd, hen̄ hag hé armou; hî a ziskarô da wéz-sedr kaer, hag hô zaolô enn tân.
8Ha kalz brôadou a dréménô dré ar géar-zé; hag ann eil a lavarô d’égilé: Pérâg en deûs-hén̄ ann Aotrou gréat ével-sé é kén̄ver ar géar vrâz-zé?
9Hag é vézô respoun̄tet d’ézhô: O véza ma hô deûz dilézet kévrédigez ann Aotrou, hô Doué, ma hô deûz azeûlet douéed a-ziavéaz, ha ma hô deûz hô servichet.
10Na wélit két war ann hini a zô marô, ha na skuḻit két a zaérou war-n-ézhan̄; hôgen gwélit dourek war ann hini a ia er-méaz, râk na zistrôiô mui, ha na wélô mui brô hé c’hanédigez.
11Rég ével-henn é lavar ann Aotrou da Zellum, mab Josias, roué Juda, péhini a rénaz e léac’h Josias hé dâd, hag a zô éat er-méaz eûz al léac’h-zé: na zistrôiô mui dî.
12Hôgen el léac’h é péhini em eûz lékéat hé zizougen, éno é varvô, ha na wélô mui ar vrô-man̄.
13Gwâ ann hini a zâv hé dî gan̄d direizded, hag hé gamprou gan̄t gwall; hag a vâc’h hé viñoun héb abek, ha na zistol két d’ézhan̄ hé c’hôbr.
14Péhini a lavar: Sével a rinn évid-oun eunn ti éc’hon, ha kamprou lédan; péhini a zigor kalz prénestrou, hag a râ koadachou gwéz-sedr, hag hô lîv gan̄t tané.
15Ha réna a rî gwelloc’h, ô véza en em geidez oud eur wézen-sedr? Da dâd ha n’en deûz-hen két débret hag évet, ha gréat barnédigez ha reizded, ha kémen̄t-sé évid hé vâd?
16Kéfridi ar paour hag ann tavan̄tek en deûz barnet enn hé c’hounid; ha né két ô véza ma en deûz va anavézet, émé ann Aotrou?
17Hôgen da zaoulagad ha da galoun na glaskon̄t néméd ar bizoni, skuḻa ar goad dinam, drouk-komza, ha rédeg étrézég ar gwall-ôberiou.
18Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou diwar-benn Joakim, mâb Josias, roué Juda: Na welin̄t két anézhan̄, ô lavarout: O va breûr! ô va c’hoar! Na geinvanin̄t két war-n-éz-han̄, ô lavarout: O roué! ô brasder!
19É béz ann azen é vézô bésiet; brein é vézô taolet er-méaz eûz a bersier Jéruzalem.
20Pîñ war al Liban, ha garm: Sâv da vouéz é Basan, ha garm étrézég ar ré a ia ébiou, râg ar ré az karé a zô bét brévet.
21Komzet em eûz ouz-id enn da founder; hag éc’h eûz lavaret: Na zélaouinn két. Hen-nez eo bét da hen̄t adalek da iaouan̄ktiz, na zélaouchez két va mouéz.
22Da holl vésérien a ruflô ann avel, hag ar ré az karé a iélô é sklavérez; ha neûzé é vézi mézékéet, hag é teûi da rusia eûz da holl zrougiez.
23Té péhini a zô azézet war al Liban, hag a râ da neiz er gwéz-sedr, péger brâz é vézô da glemmou, pa zeûiô gwen̄trou d’id, ével gwen̄trou eur c’hrég é gwilioud?
24Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou; ha pa vé Jékonias, mâb Joakim roué Juda, ével eur walen war va dourn déhou, é tenninn anézhan̄ ac’hanô.
25Ha mé az rôiô étré daouarn ar ré a glask da vuez, hag étré daouarn ar ré râk dremm péré é spoun̄tez, étré daouarn Nabukodonosor, roué Babilon, hag étré daouarn ar C’haldéed.
26Ha mé az kasô, té ha da vamm péhini é deûz da c’hanet, da eur vrô a-ziavéaz, é péhini n’oc’h két bét ganet; hag énô é varvot:
27Ha na zistrôin̄t mui d’ar vrô étrézé péhini é huanad hô éné, gan̄d ar c’hoan̄t da zistrei dî.
28Ha né két eur pôd pri torret ar Jékomias-zé? Ha né két eul léstr hép talvoudégez é-béd? Pérâg ef-hén bét distolet, hen̄ hag hé wenn, hag in̄t-hi bét kaset da eur vrô ha na anavézen̄t két?
29Douar, douar, douar, sélaou gér ann Aotrou.
30Ével-henn é lavar ann Aotrou: Skrîv pénaoz ann dén-zé a vézô difrouez; ha na zeûiô nétrâ da vâd d’ézhañ a-héd hé zeisiou: râk na zeûiô két eûz hé wenn eunn dén hag a azézô war drôn David, nag en dévézô hivizikenn béli é-béd é Juda. ———— XXIII. PENNAD Gourdrouzou a-éneb ar fals broféded.