Levr Yirmia 27:13
Kéa, ha lavar da Hananias: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chadennou prenn éc’h eûz torret; hôgen té a rai enn hô léac’h chadennou houarn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Proverbs 8:36Hôgen néb a béc’hô em énep, a c’hlazô he éné hé-unan. Kémen̄d hini en deûz kas ouz-in, a gâr ar marô. ———— IX. PENNAD. Ann dén reiz a zélaou; ar ré fallagr a ra goab.
Jeremiah 27:8Ar broféded a zô bét em raok hag enn da raog adaleg ar penn-ken̄ta, hô deûz diouganet a-énep kalz brôiou, hag a-énep rouan̄télésiou brâz, ar brézel, ann en̄krez, ann naounégez.
Ezekiel 18:24Hôgen mar tistrô ann dén reiz dioud hé reizded, mar grâ ar fallagriez, ha ma heuḻ ann argarzidigézou a ra peûrvuia ann dén fallagr, hag hén̄ a vévô? Ann holl reizdédou en dôa gréat a vézô an̄kounac’héet; enn hé wall hag enn hé béc’hed é varvô.
Ezekiel 33:11Lavar d’ézhô: Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, na fell két d’in marô ann dén fallagr, hôgen ma tistrôi ann dén fallagr eûz hé hen̄t, ha ma vévô. Distrôït diouc’h hô kwall hen̄chou: ha pérâg é varvot-hu, tî Israel?