Levr Yirmia 27:14
Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Eur géô houarn em eûz lékéat war chouk ann holl vrôadou-zé, évit ma vézin̄t dindan béli Nabukodonosor, roué Babilon, hag hî a vézô dindân hé véli: hag ouc’h-penn em eûz rôet d’ézhan̄ loéned ar mésiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 28:10Péré a lavar d’ar ré a wél: Na wélit két; ha d’ar ré a zell: Na zellit két évid-omp oud ar péz a zô reiz; livirit traou hétuz d’é-omp, gwélit faziou évid-omp.
Jeremiah 27:9Mar teû eur profed da ziougani ar péoc’h; pa vézô sévénet hé lavar, é vézô gwézet hag hen zô ann Aotrou en deûz hé gaset é gwirionez.
Jeremiah 29:8Râg enn deiz-zé, émé Aotrou ann arméou, é torrinn ar géô a zô war da c’houzouk; brévi a rinn da chadennou, hag ann diavésidi na aotrouniin̄t mui ac’hanod:
Lamentations 2:14Da broféded hô deûz gwélet évid-od traou gaou ha diskian̄t ha n’hô deûz két dizôlôet da fallagriez, évit da zougen d’ar binijen: hôgen hi hô déuz gwélet évid-od sorc’hénnou gaou ha divec’hiou. SAMECH.
Ezekiel 13:22O véza ma hoc’h eûz glac’haret kaloun ann dén reiz gan̄d hô kévier, pa na c’hlac’harenn két anézhan̄; ha ma hoc’h eûz krévéet daouarn ar ré fallagr, évit na zistrôin̄t két eûz hô gwall hen̄t, ha na vévin̄t két.