Levr Yirmia 29:11
Râg gan-éz émounn, émé ann Aotrou, évid da zieûbi; dispenna a rinn ann holl vrôadou é-touez péré em eûz da skiñet: hôgen té n’az tispenninn két; hôgen da gastiza a rinn gan̄t barnédigez, évit na vézi két dinam dirâk da zaoulagad da-unan.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 33:11Hôgen kuzul ann Aotrou a bâd bépréd; ménosiou hé galoun a ia a-rumm-é-rumm.
Psalms 85:9Évit-gwîr hé zilvidigez a zô tôst d’ar ré a zouj anézhan̄; hag ar c’hloar a choum enn hon douar.
Isaiah 40:1Chétu va servicher; hé zigémérout a rinn; va dilennet é péhini em eûz lékéat va holl garan̄tez; lékéat em eûz va spéred war-n-ézhan̄, hag hén̄ a embannô ar varn d’ar brôadou.
Isaiah 55:8Adré ann ôr, adré ar postou éc’h eûz lékéat da idolou; râg en em zizôlôet oud dira-z oun, hag éc’h eûz digéméret ann avoultrer; lédanéet eo da wélé gan-éz, hag éc’h eûz gréat kévrédigez gan̄t-hô: karet éc’h eûz hô gwélé, é péléac’h-bennâg ma éc’h eûz hé wélet.
Jeremiah 24:5Pa hô deûz lavaret: Ra zistrôi pép-hini ac’hanoc’h eûz hé wall hen̄t, hag eûz hé vénosiou fallagr, hag é choumot a-gan̄tved-é-kan̄tvéd enn douar en deûz rôet ann Aotrou d’é-hoc’h ha d’hô tadou.
Jeremiah 31:1Ar gér-man̄ a zeûaz da Jérémias digan̄d ann Aotrou, enn dékved bloaz eûz a Zédésias, péhini a oa ann triouec’hved bloaz eûz a Nabukodonosor.