Levr Yirmia 29:10
Hôgen n’az péz két a aoun, ô Jakob va zervicher, émé ann Aotrou, na spoun̄t két, ô Israel: râk chétu mé az tieûbô eûz ar vrô bell, ha da wenn eûz a zouar hô sklavérez; ha Jakob a zistrôiô, hag a arzaôô, hag a gavô pép mâd, ha na vézô den évid hé spoun̄ta.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Hôgen hî a zervichô ann Aotrou, hô Doué, ha David hô roué, a likiinn da zével d’ézhô.
Cross References
Ezra 1:1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 538-549) ◄ Ar Paralipoménon. Eil Levr Esdras. Levr ken̄ta Levr Néhémias. Ann eil eûz a Esdras ► ESDRAS. LEVR KENTA. ———— I. PENNAD. Sirus a lez ar Iuzevien da zistrei da Jéruzalem ha da zével ann templ a-névez. 1 Er bloavez ken̄ta eûz a Zirus, roué ar Bersied, évit séveni ar gér en dôa rôet dré c’hénou Jérémias, é lékéaz ann Aotrou spéred roué ar Bersied da zével, ha da embanna enn hé rouan̄télez holl, ô lavarout:
Psalms 102:14Râg hé vein a zô bét hétuz d’as servicherien; hag hî hô deûz bét truez oud hé douar.
Jeremiah 25:11Hag ar véléien hag ar broféded a gomzaz oud ar brin̄sed, hag oud ann holl bobl, ô lavarout: Barn a varô a zô dléet d’ann dén-zé, ô véza ma en deûz diouganet a-éneb ar géar-man̄, é-c’hîz ma hoc’h eûz klévet gan̄d hô tiskouarn hoc’h-unan.
Jeremiah 27:7Hôgen sélaou ar gér a livirinn, évit ma her c’hlévi, ha ma vézo klévet gan̄d ann holl bobl:
Jeremiah 33:14Gériou Jonadab, mâb Réc’hab, dré béré é c’hourc’hémennaz d’hé vugalé na évchen̄t két a wîn, a zô bét heûliet; hag hî n’hô deûz két évet a wîn bétég ann deiz-man̄, ô véza ma hô deûz sen̄tet out gourc’hémenn hô zâd; hôgen mé em eûz komzet ouz-hoc’h, ô sével diouc’h ar min̄tin évit komza, ha n’hoc’h eûz ket sen̄tet ouz-in.