Levr Yirmia 29:7
Allas! péger brâz é vézô ann deiz-zé; na vézô hini hén̄vel out-han̄; eunn amzer a en̄krez é vézô évit Jakob; hôgen dieûbet é vézô anézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 6:10Évit ma kennigin̄t sakrifisou da Zoué ann én̄v, ha ma pédin̄t évit buez ar roué hag hé vipien.
Daniel 4:19Té eo, ô roué, a zô deûet da véza brâz ha galloudek; râk da veûrded a zô éat war gresk, hag a zô bét savet bétég ann én̄v, ha da c’halloud bétég harzou ann douar.
Daniel 6:4Hag ar roué a venné hé lakaad war ar rouan̄télez holl; hag évit-sé ar brin̄sed hag ar pennou-brô a glaské ann drô d’hé damallout é kéfridiou ar roué; hôgen na helchon̄t kavout abég é-béd a damall, ô véza ma oa féal, ha na gaved enn-han̄ tamall é-béd a wall.
Romans 13:5Doué ann habaskded hag ar fréalzidigez ra rôi d’é-hoc’h ar c’hrâs da véza unvanet ann eil gan̄d égilé hervez Jézuz-Krist: