Levr Yirmia 3:16
Ha pa viot paottet, ha pa viot kresket war ann douar enn deisiou-zé, émé ann Aotrou, na livirin̄t mui: Chétu arc’h kévrédigez ann Aotrou; na zistrôi mui er spered, n’hô dévézo mui a goun anézhi; na vézô két emwélet; ha na vézô két gréat mui.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 7:4Ha té a lavarô d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Néb a zô kouézet, ha na assavô mui? Ha néb a zô trôet diwar hé hen̄t, ha na zistrôiô mui?
Jeremiah 31:8Hag Hanaméel, mâb va éon̄tr, a zeûaz étrézeg enn-oun é porched ar vâc’h, hervez gér ann Aotrou, hag a lavaraz d’in: Prén va fark a zô é Anatot é douar Ben̄jamin; râk d’id eo gwîr ann digwéz; ha té eo ann nésa évid hé gaout. Neûzé é poelliz pénaoz é oa gér ann Aotrou.
Ezekiel 15:5Pa oa krenn, ne oa mâd da nétra; pa vézô bét losket ha dévet gan̄d ann tân, ha mâd é vézô da eul labour-bennâg?
Ezekiel 37:26Ha mé a rai kévrédigez gan̄t-hô; va c’hévrédigez gan̄t-hô a vézô peûr-baduz. Mé hô diazézô, hô faottô, hag a lakai va zan̄tuar enn hô c’hreiz da-vikenn.