The Bible Software
Levr Yirmia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yirmia 3

1Peûrvuia é lévéreur: Ma en deûz eunn dén kaset-kuît hé c’hrég, ha mar teû hou-man̄, goudé béza éat-kuît diout-han̄, da gémérout eunn ozac’h all, hag hén̄ a zistrôi c’hoaz gan̄t-hi? Ha na vézô két sellet ar c’hrég-zé ével dic’hlan ha saotret? Hôgen té a zô en em zaotret gan̄t kalz eûz da orgédérien; koulskoudé distrô étrézég enn-oun, emé ann Aotrou, ha mé az tigémérô.

2Saô da zaoulagad ouc’h-kréac’h, ha gwél péléac’h n’oud két en em wallet; azézet é oaz enn hen̄chou, ô c’hortozi anézhô ével ma râ eul laer enn distrô, hag éc’h eûz saotret ann douar gan̄d da louzdoni ha da zrougiézou.

3Râk-sé eo bét dalc’het dour ann én̄v, hag ar glao divézad né két kouézet; tâl eur c’hrég-fall a zô deûet d’id, ha né két fellet d’id rusia.

4Hôgen bréma galv ac’hanoun, ha lavar: Va zâd, té eo réner va iaouan̄ktiz.

5Ha droug é vézô enn-od bépréd? Ha da-vikenn é padô? Chétu éc’h eûz lavaret, hag éc’h eûz gréat drouk, kémen̄d ha ma éc’h eûz gellet.

6Hag ann Aotrou a lavaraz d’in é amzer ar roué Josias: Ha n’éc’h eûz-té két gwélet ar péz é deûz gréat Israel ann dispac’hérez? Hî a zô éat war bép krec’hen uc’hel, ha dindân pép gwézen deliaouek, hag énô eo en em zaotret.

7Ha mé a lavaraz, goudé ma é doé gréat kémen̄t-sé: Distrô étrézég énn-oun; hag hî né két distrôet.

8Ha Juda, ar c’hanazez, hé c’hoar, a wélaz pénaoz, ô véza ma oa en em zaotret Israel, ann dispac’hérez, eo em bôa hé c’haset-kuît, ha rôet d’ézhi ar skrid-rann; Juda, ar c’hanazez, hé c’hoar, n’é dôé két a aoun, hôgen mon̄d a réaz kuît, hag en em zaotraz-hî ivé.

9Hag hî é deuz saotret ann douar gan̄d ann diroll euz hé louzdoni; hag éo bét en em wallet gan̄d ar méan ha gan̄d ar c’hoat.

10Ha goudé kémeñt-sé Juda, ar C’hanazez, hé c’hoar, né két distrôet étrézég enn-oun a greiz kaloun, hôgen dré c’hénou, émé ann Aotrou.

11Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Israel ann dispac’hérez, é deûz didamallet hé éné, é-skoaz Juda ar c’hanazez.

12Kéa, ha garm ar c’homziou-man̄ war-zû ann han̄ter-nôz, ha lavar: Distrô, Israel ann dispac’hérez, émé ann Aotrou, ha na zistrôinn két va daoulagad diouz-hoc’h; râk san̄t ounn, émé ann Aotrou, ha na vézô két a zroug enn-oun da-vikenn.

13Koulskoudé anavez da fallagriez, ô véza ma oud bét disléal é-kén̄ver ann Aotrou da Zoué; ma éc’h eûz skiñet da hen̄chou gan̄d ann diavésidi dindân pép gwézen deliaouek, ha n’éch eûz két selaouet va mouéz, émé ann Aotrou.

14Trôit, bugalé, ha distrôit ouz-in, émé ann Aotrou; râk mé a zô ho kwâz; hag é tigémérinn ac’hanoc’h, pried eûz ar géar, ha daou eûz ann tiégez; hag hô likiinn da von̄t é Sion.

15Hag é rôinn d’é-hoc’h mésérien hervez va c’haloun, péré a rôi d’é-hoc’h da voéd ar wiziegez hag ar gélénadurez.

16Ha pa viot paottet, ha pa viot kresket war ann douar enn deisiou-zé, émé ann Aotrou, na livirin̄t mui: Chétu arc’h kévrédigez ann Aotrou; na zistrôi mui er spered, n’hô dévézo mui a goun anézhi; na vézô két emwélet; ha na vézô két gréat mui.

17Enn amzer-zé é c’halvin̄t Jéruzalem trôn ann Aotrou; hag é vézô strollet enn-hi ann holl vrôadou é hanô ann Aotrou, é Jéruzalem, ha na valéin̄t mui war-lerc’h direizded hô gwall galoun.

18Enn deisiou-zé éz ai tî Juda étrézé tî Israel, hag hî a zeûi kévret eûz a zouar ann han̄ter-nôz, d’ann douar em eûz rôet d’hô tadou.

19Hôgen mé em eûz lavaret: Pénaoz é likiinn-mé ac’hanod é-touez va bugalé, hag é rôinn-mé d’id eunn douar hétuz, digouéz kaer arméou ar brôadou? Hag em eûz lavaret: Té a c’halvô ac’hanoun da dâd, ha na éhani mui da zon̄t war va lerc’h.

20Hôgen ével ma tispriz eur c’hrég ann hini a gar anézhi, ével-sé tî Israel en deûz va disprizet, émé ann Aotrou.

21Eur vouéz a zô bét klévet enn hen̄chou, gwélvanou hag hirvoudou bugalé Israel; ô véza ma in̄t bét fallagr enn hô hen̄t, ha ma hô deûz an̄kounac’héet ann Aotrou hô Doué.

22Trôit, bugalé, ha distrôit ouz-in, ha mé hô iac’hai eûz hô trougiézou. Chétu nî a zeû étrézég enn-od; râk té eo ann Aotrou hon Doué.

23É-gwirionez ar c’hrec’hiennou hag al lôd-brâz eûz ar ménésiou n’in̄t némed gévier; évit-gwîr silvidigez Israel a zo enn Aotrou hon Doué.

24Ar vézégez é deûz loun̄ket labour hon tadou enn hor iaouan̄ktiz, hag hô dénved, hag hô saoud, hag hô mipien, hag hô merc’hed.

25Enn hor mézégez é kouskimp, ha gan̄d hon dismégan̄s é vézimp gôlôet; ô véza ma hon eûz péc’het a-éneb ann Aotrou hon Doué, nî hag hon tadou, adaleg hor iaouan̄ktiz bétég ann deiz a hiriô, ha n’hon eûz két sélaouet mouéz ann Aotrou, hon Doué. ———— IV. PENNAD Reûsiou daré da gouéza war Jéruzalem.

← Levr Yirmia 2Read In The App, Free →Levr Yirmia 4 →

Study Levr Yirmia 3

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334353637383940414243444546474849505152