Levr Yirmia 3:17
Enn amzer-zé é c’halvin̄t Jéruzalem trôn ann Aotrou; hag é vézô strollet enn-hi ann holl vrôadou é hanô ann Aotrou, é Jéruzalem, ha na valéin̄t mui war-lerc’h direizded hô gwall galoun.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 15:39Évit pa wélin̄t kémen̄t-sé, ma teûi da goun d’ézhô eûz a holl c’hourc’hémennou ann Aotrou, ha na heûlin̄t két hô ménosiou nag hô daou-lagad péré en em zaotr é meûr a drâ;
Judges 2:19Hôgen goudé ma oa marô ar barner, é tistrôen̄t d’hô féc’héjou, hag é réan̄t gwasoc’h égét n’hô dôa gréat hô zadou, oc’h heûlia douéed a-ziavéaz, ô servicha anézhô, hag oc’h hô azeûli. Na zilézchon̄t két hô zéchou-fall, nag ann hen̄t kalet-brâz dré béhini é oan̄t boazet da gerzout.
Psalms 78:8Gan̄d aoun na zeûjen̄t da véza, ével hô zadou, eur wenn direiz ha dichek; eur wenn péhini n’é deûz két miret hé c’haloun éunn; ha n’é deûz két rôet stard hé spéred da Zoué.
Psalms 102:23Hag hén̄ a lavaraz da Zoué é hen̄t hé nerz: Rô da anaout d’in niver bihan va deisiou.
Isaiah 6:1Er bloaz é péhini é varvaz ar roué Ozias, é wéliz ann Aotrou azézet war eunn trôn uc’hel-meûrbéd; hag ar péz a oa dindân-han̄ a leûnié ann templ.
Isaiah 49:18Eûz ann holl vugalé é deûz ganet, n’eûz hini a gémen̄t a harpé anézhi: hag eûz ann holl vugalé é deûz maget, n’eûz hini a gémen̄t a astenfé hé zourn d’ézhi.