Levr Yirmia 3:23
É-gwirionez ar c’hrec’hiennou hag al lôd-brâz eûz ar ménésiou n’in̄t némed gévier; évit-gwîr silvidigez Israel a zo enn Aotrou hon Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 37:39Hôgen silvidigez ann dûd reiz a zeû eûz ann Aotrou; hag hén̄ eo hô difenner é amzer ann en̄krez.
Isaiah 10:20Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé: Ar ré a vézô choumet eûz a Israel, hag ar ré eûz a dî Jakob a vézô tec’het, n’en em harpin̄t mui war ann hini a skôé war-n-ézhô; hôgen en em harpa a rain̄t war ann Aotrou, san̄t Israel, gan̄t gwirionez.
Isaiah 43:11Ével-henn é lavar ann Aotrou, san̄t Israel, hag ann hini en deûz hé c’hréat: Grît goulennou ouz-in diwar-benn ann traou da zon̄t, grît gourc’hémennou d’in é-kén̄ver va bugalé, hag é-kén̄ver labour va daouarn.
Isaiah 45:15Chétu pétrâ a zeûi ann holl draou-zé da béré é oaz en em rôet gan̄t kémén̄d a strîv; ar varc’hadourien péré hô dôa gréat kéfridi gan-éz adalek da iaouan̄tiz a iélô pép-hini d’hé dû, ha na choumô hini évid da zieûbi. ———— XLVIII. PENNAD. Dieûb Israel.
Isaiah 63:1Ar ré béré na lékéan̄t két hô fréder enn-oun, hô deûz va c’hlasket; ar ré béré na glaské két ac’hanoun, hô deuz va c’havet. Lavaret em euz: Chétu mé, chétu mé, da eur vrôad péhini na c’halvé két va hanô.