Levr Izaia 57:7
Hô zreid a réd étrézeg ann droug, hag hî a hast da skuḻa ar goad dinam. Ménosiou didalvez eo hô ménosiou; gwastadur ha gwask n’eûz kén enn hô hen̄chou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 3:2Saô da zaoulagad ouc’h-kréac’h, ha gwél péléac’h n’oud két en em wallet; azézet é oaz enn hen̄chou, ô c’hortozi anézhô ével ma râ eul laer enn distrô, hag éc’h eûz saotret ann douar gan̄d da louzdoni ha da zrougiézou.
Ezekiel 6:13Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, pa vézô korfou hô tûd lazet é-kreiz hoc’h idolou, enn-drô d’hoc’h aoteriou, war bép kréc’hien uc’hel, war lein ann holl vénésiou, dindân pép gwézen hîr, dindân pép derven bodek, el lec’hiou a béré é savé ann ézañs a zeven̄t dirâg hô holl idolou.
Ezekiel 16:25É penn péb hen̄t éc’h eûz savet arouéz da c’hadélez; argarzuz eo bét lékéat gan-éz da c’héned; lédet éc’h eûz da dreid gan̄t pép tréméniad, hag éc’h eûz paottet da c’hadélézou.
Ezekiel 23:17Ha mipien Babilon a zeûas d’hé c’havout é gwélé hé lousdôni, hag a zaotraz anézhi gan̄d hô lousdoniou; hag hî a oé saotret gan̄t-hô, hag hé c’haloun é doe hé gwalc’h anézhô.