Levr Yirmia 30:14
Gwalc’ha ha larda a rinn éné ar véléien; ha va fobl a vézô karget gan̄t va madou, émé ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 16:9Va c’hrizou a zô da desténi em énep, hag eunn dén gan̄d hé c’hevier a zâv em énep evid énébi dira-z-oun.
Job 30:21Trôet oud, hag oud deûet da véza kriz em c’hén̄ver; ha gan̄t kaléder da zourn éc’h énébez ouz-in.
Jeremiah 2:36Pégen disprizet oud deûet da véza, ô von̄d adarré enn da hen̄chou! Mézékéet é vézi gan̄d ann Éjipt, ével ma oud bét mézékéet gan̄d ann Assiria.
Jeremiah 5:5Mon̄d a rinn éta da gavout ar ré vrâz, hag é komzinn out-hô; râg hî a anavez hen̄t ann Aotrou, ha barn hô Doué. Ha chétu ar ré-zé hô deûz torret kévret ha gwasoc’h ar iéô, ha dispennet ar chadennou.
Jeremiah 6:23Gan̄t saésiou hag eunn diren en em gannô; krîz eo ha didruez; hé vouéz a rai trouz ével ar môr; hag hî a biñô war hô c’hézek, ével tûd daré d’ar brézel, enn da énep, ô merc’h Sion.
Jeremiah 22:22Ma vijen̄t bét savet em c’huzul, ha ma hô dévijé rôet da anaout va gériou d’am pobl, em bijé bépréd hô distrôet eûz hô hen̄t fall, hag eûz hô gwall vénosiou. 23 Ha Doué a dôst ounn-mé, émé ann Aotrou? Ha nann Doué a bell?