Levr Yirmia 30:15
Ével-henn é lavar ann Aotrou: Lén̄v a zô bét klévet ouch-kréac’h, klemvanou, hirvoudou ha gwélvanou. Rachel péhini a wél d’hé bugalé, ha na venn két béza dic’hlac’haret, ô véza n’émin̄t mui.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Gwalc’ha ha larda a rinn éné ar véléien; ha va fobl a vézô karget gan̄t va madou, émé ann Aotrou.
Cross References
Joshua 9:10Hag é-ken̄ver ann daou roué ann Amorréed péré a oa enn tû all d’ar Jourdan, Séhon, roué Hésébon, hag Og, roué Basan, péhini a oa é Astarot.
Ezra 9:6Hag é liviriz: Va Doué, méz em eûz, ha rusia a rann ô sével va daoulagad étrézég enn-oud, ô véza ma eo paottet hor fallagriézou dreist hor penn, ha ma eo savet hor gwallou bétég ann én̄v,
Nehemiah 9:26Hôgen hî hô deûz da lékéat da von̄t drouk enn-oud; pelléet in̄t diouz-id; ha taolet eo gan̄t-hô da lézen adré hô c’hein; lazet hô deûz da broféded, péré hô fedé stard da zistrei ouz-hoc’h; hag hô deûz gréat touadellou brâz.
Job 34:29Râk ma rô ar péoc’h, piou a damallô anézhan̄? Mar kûz hé zremm, piou a zellô out-han̄, ha war ann holl vrôadou, ha war ann holl dud?
Isaiah 1:6Adalek kaloun ann trôad bété lein ar penn, n’eûz nétrâ a iac’h enn-han̄: glâz, blon̄s, gouli tanuz, péhini n’eo két bét liénet, war béhini n’eûz két bét lékéat a louzou, ha n’eo két gwalc’het gan̄d éôl.
Isaiah 5:2Eur c’harz a réaz war hé zrô, hag é tennaz ar vein anézhi, hag é plan̄taz enn-hi gwini dilennet, hag é savaz eunn tour é-kreiz, hag é réaz eur waskel enn-hi; hag hén̄ a c’hédé é rôjé barrou mâd, ha na roaz némét rézin c’houéz.