The Bible Software
Levr Yirmia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yirmia 30

1Enn amzer-zé, émé ann Aotrou, é vézinn Doué holl vréûriézou Israel, hag hî a vézô da bobl d’in.

2Ével-henn é lavar ann Aotrou: Va fobl péhini a oa choumet war-lerc’h ar c’hlézé, en deûz kavet grâs enn distrô: Israel a iélô d’hé éhan.

3Pell zô eo en em ziskouézet ann Aotrou d’in. Gan̄d eur garan̄tez peûr-baduz em eûz da garet; dré-zé em eûz da zidennet gan̄t trugarez.

4Mé az savô adarré, hag é vézi savet, ô gwerc’hez Israel: en em ziskouéza a rî adarré diouc’h trouz ann taboulinou, baléa a rî é-kreiz ar c’hoariérien binviou.

5Plan̄ta a rî adarré gwiniennou war vénésiou Samaria; ar blan̄térien a blan̄tô, ha na rain̄t két ar ven̄dem kén na vézô deûet ar préd:

6Râk don̄d a rai ann deiz, é péhini é c’harmô ann diwallérien war vénez Éfraim: savit, ha piñomp da Zion étrézég ann Aotrou hon Doué.

7Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Tridit gan̄t lévénez, ô Jakob, c’hoarzit é penn ar brôadou; grît trouz, ha kanit, ha livirit: Dieûb, Aotrou, da bobl, dilerc’h Israel.

8Chétu mé hô digasô eûz a zouar ann han̄ter-nôz, hag hô strollô eûz a bennou ann douar; enn hô zouez é vézô ann den dall hag ann den kamm, ar c’hrég vrazez, hag ar c’hrég é gwilioud, hag é tistroin̄t aman̄ enn eunn en̄groez braz.

9Enn eur wéla é teûin̄t, hag enn drugarez é tigasinn anézhô; hô c’hâs a rinn a-dreûz d’ar froudou dour dré eunn hen̄t éeun, ha na strébotin̄t két enn-han̄ rak deûed ounn da dâd da Israel, hag Éfraim eo va c’hen̄ta-ganet.

10Brôadou, sélaouit gér ann Aotrou, hag embannit-hen̄ enn énézi ar ré bella, ha livirit: Ann hini en deûz skiñet Israel, a strollô anézhan̄: hag hén̄ a ziwallô anézhan̄ ével ma tiwall eur méser hé zén̄ved.

11Râg ann Aotrou en deûz dasprénet Jakob, hag hé dennet en deûz eûz a zaouarn ann hini a oa tréac’h d’ézhan̄.

12Hî a zeûiô, hag a veûlô Doué war vénez Sion; hag hî a rédô enn eur rumm brâz étrézé madou ann Aotrou, étrézég ar gwiniz, hag ar gwîn, hag ann éôl, ha menned ann dén̄ved hag ar zaoud; hag hô éné a zeûiô ével eul liors douret, ha n’hô dévézô mui a naoun.

13Neuzé ar plac’h-iaouan̄k en em laouénai out soun ar binviou, hag ar baotred-iaouan̄k kévret gan̄d ar ré gôz; trei a rinn hô glac’har é lévénez, hô fréalzi a rinn, ha goudé hô doan é laouénainn anézhô.

14Gwalc’ha ha larda a rinn éné ar véléien; ha va fobl a vézô karget gan̄t va madou, émé ann Aotrou.

15Ével-henn é lavar ann Aotrou: Lén̄v a zô bét klévet ouch-kréac’h, klemvanou, hirvoudou ha gwélvanou. Rachel péhini a wél d’hé bugalé, ha na venn két béza dic’hlac’haret, ô véza n’émin̄t mui.

16Ével-henn é lavar ann Aotrou: Ra éhanô da vouéz ô lén̄va, ha da zaoulagad ô wéla; rak da ôbériou hô dévézô hô gôbr, émé ann Aotrou; hag hî a zistrôiô eûz a zouar hô énébour.

17Géd a zô enn da zivez, émé ann Aotrou; ha da vugalé a zistrôiô d’hô brô.

18Klévet, klévet em eûz Éfraim pa eo bét dizouget; va c’hélennet éc’h eûz, hag ounn bét desket, ével eunn tarô iaouan̄k dizon̄; distrô ac’hanoun, hag é tistrôinn ouz-id; râk té eo ann Aotrou, va Doué.

19Râg goudé ma éc’h eûz va lékéat da zistrei, em eûz gréat pinijen; ha goudé ma éc’h eûz va c’hélennet, em eûz skôet war va morzed. Mézékéet ounn bét, rusiet em eûz, ô véza ma em eûz douget dismégan̄s va iaouan̄ktiz.

20Ha né két Éfraim eur mâb énoruz d’in? Ha né két eur bugel téner? Ével-sé pétrâ-bennâg ma em eûz komzet enn hé énep, em bézô c’hoaz koun anézhan̄. Râk-sé va c’haloun a zô en em reûstlet em c’hreiz diwar hé benn; truez, truez em bézô out-han̄, émé ann Aotrou.

21Grâ eur wéré d’id, sâv berniou mein d’id; reiz da galoun enn hen̄t éeun é péhini éc’h eûz baléet; distrô, plac’h-iaouan̄k Israel, distrô d’as kériou-zé.

22Bété pégeit é vézi enn dudi hag enn diroll, merc’h riblérez? Râg ann Aotrou en deûz krouet eunn dra névez war ann douar: Eur Vaouez Gwerc’hez a gelc’hiô eur gwaz Dén-Doué (M).

23Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: C’hoaz é livirin̄t ar gér-man̄ é douar Juda, hag enn hé gériou, p’am bézô hô lékéat da zistrei eûz hô sklavérez: R’az pennigô ann Aotrou, hén̄ kaerded ar reizded, hag ar ménez san̄tel.

24Ha Juda a choumô enn-han̄, hag hé holl gériou kévret, ar gounideien hag ar vésérien.

25Râg ann éné a oa skuîz em eûz mezviet, hag ann hini en dôa naoun em eûz gwalc’het.

26Ével-sé ounn bét dihunet ével eûz va c’housk; sellet em eûz, ha va c’housk a zô bét c’houék din.

27Chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré éc’h hadinn tî Is-rael ha tî Juda gan̄d hâd tûd, ha gan̄d hâd loéned.

28Hag ével ma em eûz beḻiet war-n-ézhô évid hô dic’hrisienna, hag hô diskolpa, hag hô skiña, hag hô c’holla, hag hô en̄krézi: ével-sé é veḻinn war-n-ézhô évid hô zével, hag hô flan̄ta, émé ann Aotrou.

29Enn deisiou-zé na livirint mui: Ann tadou hô deûz débret rézin tren̄k, ha den̄t ar vugalé a zô bét kloc’het.

30Hôgen pép-hini a varvô enn hé fallagriez hé-unan; mar tebr eur ré rézin tren̄k, é vézô kloc’het hé zen̄t hé-unan.

31Chétu é teûiô ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré é rinn eur gévrédigez névez gant tî Israel ha gan̄t tî Juda:

32Nann ével ar gévrédigez a rîz gan̄d hô zadou, enn deiz é péhini hô c’hémériz dré hô dourn évid hô zenna er-méaz eûz a zouar ann Éjipt, kévrédigez a zô bét torret gan̄t-hô; ha mé em eûz hô zrec’het, émé ann Aotrou.

33Hôgen chétu ar gévrédigez a rinn gan̄t tî Israel goudé ann deisiou-zé, émé ann Aotrou: Mé a rôiô va lezen enn hô c’hreiz, hag a skrivô anézhi enn hô c’haloun; ha mé a vézô da Zoué d’ézhô, hag hî a vézô da bobl din.

34Ha na zeskô mui pép-hini hé nésa, ha pép-hini hé vreûr, ô lavarout: Anavez ann Aotrou; râg hî holl a anavézô ac’hanoun adaleg ar bihana bétég ar brasa, émé ann Aotrou; râk mé a drugarézô hô fallagriez, ha n’am bézô mui a goun eûz hô féc’hed.

35Ével-henn é lavar ann Aotrou, péhini a rô ann héol da c’houlou évid ann deiz, hag a reiz al loar hag ar stéred da c’houlou évid ann nôz; péhihi a géflusk ar môr, hag a laka hé goummou da ober trouz; Aotrou ann arméou eo hé hanô.

36

37Ével-henn é lavar ann Aotrou: Mar gelleur men̄ta ann én̄vou bétég ann uc’héla, ha c’houilia diazézou ann douar bétég ann izéla; mé ivé a zistolô holl wenn Israel; enn abek da gémen̄d hô deûz gréat, émé ann Aotrou.

38Chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, ma vézô savet ar géar-man̄ d’ann Aotrou, adalek tour Hanaméel bété porz ar c’horn.

39Hag al linen ven̄t a vézô douget c’hoaz pelloc’h râg éeun war grec’hien Gareb: hag é kelc’hiô Goata,

40Hag holl draon̄ien ar c’horfou-marô, hag al ludu, hag holl léac’h ar marô, bété froud Sédron, ha bété korn porz ar c’hézek war-zû ar sâv-héol, a zô san̄tel d’ann Aotrou; na vézô két diskaret, na vézô mui dispennet hivizikenn. ———— XXXII. PENNAD Jérémias a brén eur park enn arouéz eûz ann distrô eûz ar sklavérez.

← Levr Yirmia 29Read In The App, Free →Levr Yirmia 31 →

Study Levr Yirmia 30

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334353637383940414243444546474849505152