Levr Yirmia 30:19
Râg goudé ma éc’h eûz va lékéat da zistrei, em eûz gréat pinijen; ha goudé ma éc’h eûz va c’hélennet, em eûz skôet war va morzed. Mézékéet ounn bét, rusiet em eûz, ô véza ma em eûz douget dismégan̄s va iaouan̄ktiz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 6:22Hag hî a réaz goél ar bara dic’hoell é-pâd seiz dervez el lévénez, ô véza m’en dôa ann Aotrou hô laouénéet ha m’en dôa trôet kaloun roué ann Assiried enn hô c’hén̄ver, évit m’hô skoazelfé da zével tî ann Aotrou, Doué Israel. ———— VII. PENNAD. Esdras a zô kaset er Judéa gan̄d Artakserses.
Nehemiah 8:17Ann holl strollad éta eûz ar ré a oa deûet eûz ar sklavérez a réaz teltou, hag a choumaz dindân ann teltou; hôgen abaoé deisiou Josué, mâb Nun, bugalé Israel n’hô dôa két gréat ével-henn. Hag al lévénez a oé brâz-meûrbéd.
Psalms 53:6N’hô deûz két galvet Doué: énô hô deûz krénet gan̄d aoun, el léac’h na oa két a aoun da gaout. O véza m’en deûz Doué brévet eskern ar ré a fellé d’ézhô plijout d’ann dûd; in̄t bét mézékéet, ô véza ma en deûz Doué hô disprizet.
Isaiah 12:1Hag enn deiz-zé é liviri: Da veûli a rann, ô Aotrou, ô véza ma oud buanékéet ouz-in; habaskéet eo da frouden, hag éc’h eûz va dic’hlac’haret.
Isaiah 27:6Gan̄d Aotrou ann arméou é vézô emwélet é-kreiz ar c’hurunou, ar grénou-douar, trouz brâz ar c’hourven̄tennou hag ann arnéou, ha flammou eunn tan gwastuz.
Isaiah 51:3Eunn dén displéd eo, hag ann distéra eûz ann dûd, eunn dén a c’hlac’har, hag a oar pétrâ eo gouzan̄vi; ével kuzet eo hé zremm; disprizet eo, ha n’hon eûz két hé anavézet.