Levr Yirmia 32:3
Garm étrézég enn-oun, ha mé a zélaouô ouz-id: ha mé a rôi da anaout d’id traou brâz ha stard, ha na ouzoud két anézhô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 5:3Da zaoulagad, Aotrou, a zell oud ar wirionez; skôet éc’h eûz gan̄t-hô, ha n’in̄t két bét poaniet; hô brévet éc’h eûz, ha né két fellet d’ézhô digémérout ar c’hélen; lékéat hô deûz hô dremmou kalétoc’h égéd ar méan, ha né két fellet d’ézhô distrei.
Jeremiah 26:8Hôgen kémen̄t brôad ha kémen̄d rouan̄télez ha n’en em lakai két dindân galloud Nabukodonosor, roué Babilon, ha piou-bennâg na blégô két hé c’houzoug dindân géô roué Babilon, mé a emwélô ar vrôad-zé gan̄d ar c’hlézé, gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen, éme ann Aotrou, kén n’em bézô hô lékéat-da-nétra dindân hé zourn.
Jeremiah 27:8Ar broféded a zô bét em raok hag enn da raog adaleg ar penn-ken̄ta, hô deûz diouganet a-énep kalz brôiou, hag a-énep rouan̄télésiou brâz, ar brézel, ann en̄krez, ann naounégez.
Jeremiah 34:2Kémer eul levr rodellet, ha skriv enn-han̄ ann holl c’hériou em eûz lavaret d’id a-éneb Israel ha Juda, hag a-éneb ann holl vrôadou, adaleg ann deiz é péhini em eûz komzet ouz-id, adalek deisiou Josias bétég ann deiz-man̄,