Levr Yirmia 34:2
Kémer eul levr rodellet, ha skriv enn-han̄ ann holl c’hériou em eûz lavaret d’id a-éneb Israel ha Juda, hag a-éneb ann holl vrôadou, adaleg ann deiz é péhini em eûz komzet ouz-id, adalek deisiou Josias bétég ann deiz-man̄,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 21:10Na wélit két war ann hini a zô marô, ha na skuḻit két a zaérou war-n-ézhan̄; hôgen gwélit dourek war ann hini a ia er-méaz, râk na zistrôiô mui, ha na wélô mui brô hé c’hanédigez.
Jeremiah 32:3Garm étrézég enn-oun, ha mé a zélaouô ouz-id: ha mé a rôi da anaout d’id traou brâz ha stard, ha na ouzoud két anézhô.
Jeremiah 34:22Hôgen ar roué a oa azézet enn hé di goan̄v, enn naved mîz: hag eur glaouier leûn a dân a oa dira-z-han̄.
Jeremiah 37:8Ar C’haldéed a zévaz ivé gan̄d ann tân ti ar roué, ha tiez ar bobl, hag a ziskaraz muriou Jéruzalem.
Jeremiah 39:8Hôgen enn hô zouez en em gavaz dék dén, péré a lavaraz da Ismahel: Na lâz két ac’hanomp; râk nî hon eûz ten̄zoriou enn hor parkéier, ha gwiniz, hag heiz hag éôl, ha mél. Hag hén̄ a éhanaz, ha n’hô lazaz két gan̄d hô breudeur.