Levr Yirmia 33:15
Kaset em eûz d’é-hoc’h va holl zervichérien ar broféded; ô sével diouc’h ar min̄tin, em eûz hô c’haset, hag em eûz lavaret: Distrôit pép-hini eûz hô kwall hen̄chou, ha gwellait hoc’h ôbériou; na heûḻit két ann douéed a-ziavéaz ha na azeûlit két anézhô; ha c’houi a choumô enn douar em eûz rôet d’é-hoc’h ha d’hô tadou; hôgen n’hoc’h eûz két dinaouet hô skouarn, ha n’hoc’h eûz két va zélaouet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 23:2Spéred ann Aotrou en deûz komzet dré-z-oun, hag hé lavar a zô bét war va zéôd.
Psalms 45:7Ar reizded éc’h eûz karet, hag ar fallagriez éc’h eûz kaséet. Râk-sé, Doué, da Zoué en deûz da lardet gan̄d éôl al lévénez dreist da genvreûdeûr.
Isaiah 4:2Enn deiz-zé, gwenn ann Aotrou a vézô uc’héléet hag énoret, ha frouez ann douar a vézô gorréet, hag ar ré a vézô bét dieûbet eûz a Israel a vézô laouénéet.»
Isaiah 11:1Hag eur walen a zavô eûz a c’hrisien Jessé, hag eur vleûen a greskô war hé c’hrisien.
Isaiah 42:21Az péz koun eûz a gémen̄t-man̄, Jakob hag Israel, râk va zervicher oud; da c’hréat em eûz, va zervicher oud, Israel, na an̄kounac’ha két ac’hanoun.
Jeremiah 23:5Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel: Ével ma eo mâd ar fiez-zé, ével-sé éc’h anavézinn da vâd dizougadur Juda, ar ré em eûz kaset eûz al léac’h-zé da vrô ar C’haldéed.