Levr Yirmia 23:5
Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel: Ével ma eo mâd ar fiez-zé, ével-sé éc’h anavézinn da vâd dizougadur Juda, ar ré em eûz kaset eûz al léac’h-zé da vrô ar C’haldéed.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Ha gér ann Aotrou a zeûaz étrézég enn-oun, ô lavarout:
Cross References
2 Samuel 23:3Doué Israel en deûz komzet ouz-in, ann hini kré eûz a Israel en deûz lavaret d’in: Néb a c’hourc’hémenn war ann dûd, ra vézô éeun ha léal; ra c’hourc’hémennô gan̄d doujan̄s Doué.
Psalms 72:1O Doué, rô d’ar roué da varnédigez: ha da reizded da vâb ar roué, évit ma varnô da bobl hervez ar reiz, ha da béorien hervez ar varnédigez.
Psalms 99:4Hag énor ar roué a gâr ar varn. Té éc’h eûz aozet ann éeunder; ar varnédigez hag ar reizded éc’h eûz gréat é Jakob.
Isaiah 9:5Râg ann holl zibourc’hou kéméret gant rustoni ha gan̄t trouz, hag ann diḻad saotret gan̄t goad, a vézô taolet enn tân, hag a zeûi da voéd d’ar flamm.
Isaiah 9:7Mui-oc’h-vui en em astennô hé c’halloud, hag ar péoc’h a vézô dizivez; war drôn David, ha war hé rouan̄télez éc’h azézô; évit ma hé c’hrévai, ha ma hé startai er varn hag er reizded, a vréma ha da vikenn; oaz Aotrou ann arméou a rai kémen̄t-sé.
Isaiah 32:1Tôstait, brôadou, ha sélaouit; ha c’houi poblou, likid-évez; ra zélaouô ann douar ha kémen̄d a zô enn-han̄, ar béd ha kémen̄d a zoug.