Levr Yirmia 33:7
Na zafot két a diez, ha na hadot két a éd, ha na blan̄tôt két a wini, ha n’ho pézô két anézhô; hogen dindan teltou é choumot héd hô teisiou, évit ma vévot pell-amzer war-c’horré ann douar, é pehini émoc’h ével diavésidi.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 14:7Piou eûz a Zion a rôiô hé zilvidigez da Israel? Pa en dévézô ann Aotrou tennet hé bobl eûz ar sklavérez, Jakob a dridô, hag Israel en em laouénai. ———— XIV. PSALM. Psalm David.
Psalms 126:1Gwenvidig eo ar ré a zouj ann Aotrou, hag a valé enn hé hen̄chou.
Isaiah 1:26Hag é likiinn a-névez da varnerien ével ma in̄t bét ken̄t, ha da guzulierien ével ma oan̄t gwéchall: goudé-zé é vézi hanvet kéar ann dén reiz, bourc’h ann dén léal.
Isaiah 52:8Distrôet em eûz va daoulagad diouz-id évit némeûr, é amzer va buanégez; hôgen gan̄t truez em eûz sellet ouz-id da-vikenn, émé ann Aotrou, da zaspréner.
Jeremiah 24:6Ha n’az ît két war-lerc’h douéed a-ziavéaz, évid hô zervicha hag hô azeûli; ha na hégit két va buanégez gan̄d ôberiou hô taouarn, ha na c’hlac’harinn két ac’hanoc’h.
Jeremiah 30:3Pell zô eo en em ziskouézet ann Aotrou d’in. Gan̄d eur garan̄tez peûr-baduz em eûz da garet; dré-zé em eûz da zidennet gan̄t trugarez.