Levr Yirmia 34:10
Neûzé Baruc’h a lennaz eûz al levr gériou Jérémias, é tî ann Aotrou, é kambr Gamarias, mâb Safan ar skrivañer, er porched uc’héla, oud dôr ar pors névez eûz a dî ann Aotrou, dirâg ann holl bobl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Pa glevaz Michéas, mâb Gamarias, mâb Safan, holl c’hériou ann Aotrou skrivet el levr-zé;
Cross References
Leviticus 25:10San̄téla a rî ann han̄ter-kan̄tved bloaz, nag è c’halvi ann diskarg war ar ré holl a choumô enn da zouar; râk bloaz ar Jubilé eo. Pép dén a zistrôi d’hé vadou ken̄t, ha pép-hini a zistrôi d’hé gen̄ta tûd:
Jeremiah 3:10Ha goudé kémeñt-sé Juda, ar C’hanazez, hé c’hoar, né két distrôet étrézég enn-oun a greiz kaloun, hôgen dré c’hénou, émé ann Aotrou.
Jeremiah 26:16Ha mé a gomzaz ivé oud ar véléien, hag oud ar bobl-man̄, ô lavarout: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Na zélaouit két gériou hô proféded, péré a ziougan d’é-hoc’h, ô lavarout: Chétu listri tî ann Aotrou a zistrôiô abarz némeur eûz a Vabilon: râg hî a ziougan gévier d’é-hoc’h.
Jeremiah 36:24Hôgen ma na fell két d’id mon̄d er-méaz, chétu ar gér en deûz diskouézet ann Aotrou d’in: 22 Chétu ann holl c’hragez a vézô choumet é tî roué Juda, a vézô kaset da brin̄sed roué Babilon; hag hî a lavarô: Ann dûd a béoc’h-zé hô deûz da douellet, ha da dréc’het; soubet hô deûz da dreid er fan̄k hag el lin̄kr, hag hô deûz da zilézet. 23 Ha da holl c’hragez, ha da vugalé a vézô kaset d’ar C’haldéed: ha na déc’hi két diouc’h hô daouarn, râk kéméret é vézi gan̄t roué Babilon; hag hen̄ a zévô ar géar-man̄. 24 Neûzé Sédésias a lavaraz da Jérémias: Na wézet dén ar gériou-zé, ha na varvi két.