Levr Yirmia 34
1Er pévaré bloaz eûz a Joakim, mâb Josias, roué Juda, é teûaz ar gér-man̄ da Jérémias diouc’h ann Aotrou, ô lavarout:
2Kémer eul levr rodellet, ha skriv enn-han̄ ann holl c’hériou em eûz lavaret d’id a-éneb Israel ha Juda, hag a-éneb ann holl vrôadou, adaleg ann deiz é péhini em eûz komzet ouz-id, adalek deisiou Josias bétég ann deiz-man̄,
3Evit pa glevché tî Juda ann holl zrougou a vennenn da zigas war-n-ézhô, é tistrôjé pép-hini anézhô eûz hé wall hen̄chou; hag é tistolchenn d’ézhô hô fallagriez hag hô féc’hed.
4Jérémias a c’halvaz éta Baruc’h, mâb Nérias; ha Baruc’h a skrivaz enn eûl levr rodellet, eûz a c’hénou Jérémias, ann holl c’hériou en doa lavaret ann Aotrou d’ézhan̄.
5Ha Jérémias a c’hourc’hémennaz da Varuc’h, ô lavarout: Mé a zô serret, ha na hellann két mon̄d da dî ann Aotrou.
6Kéa ébarz, té, ha lenn eûz al levr éc’h eûz skrivet eûz va génou, komziou ann Aotrou, dirâg ar bobl, é tî ann Aotrou, enn deiz iûn; ha dirâg holl dûd Juda, a zeû eûz hô c’hériou, é lenni ivé.
7Martézé en em daolin̄t d’ann douar dirâg ann Aotrou évid hé bédi; râk brâz eo ar frouden hag ann drouk gan̄t péré en deûz komzet ann Aotrou oud ar bobl-zé.
8Ha Baruc’h, mâb Nérias, a réaz kémen̄d en dôa gourc’hemennet d’ézhan̄ Jérémias ar profed; hag é lennaz eûz al levr gériou ann Aotrou é tî ann Aotrou.
9Er pempved bloaz eûz a Joakim, mâb Josias, roué Juda, enn naved mîz, é oé embannet eur iûn dirâg ann Aotrou d’ann holl bobl eûz a Jéruzalem, ha d’al lôd brâz a dûd a zeûé eûz a gériou Juda da Jéruzalem.
10Neûzé Baruc’h a lennaz eûz al levr gériou Jérémias, é tî ann Aotrou, é kambr Gamarias, mâb Safan ar skrivañer, er porched uc’héla, oud dôr ar pors névez eûz a dî ann Aotrou, dirâg ann holl bobl.
11Pa glevaz Michéas, mâb Gamarias, mâb Safan, holl c’hériou ann Aotrou skrivet el levr-zé;
12É tiskennaz da dî ar roué é kambr ar skrivañer; hag énô é oa azézet ann holl brin̄sed: Élisama ar skrivañer, ha Dalaias, mâb Séméias, hag Elnatan, mâb Ac’hobor, ha Gamarias, mâb Safan, ha Sédésias, mâb Hananias, hag ann holl brin̄sed.
13Ha Michéas a rôaz da anaoud d’ézhô ann holl c’hériou en dôa klévet Baruc’h ô lenna eûz al levr-zé dirâg ar bobl.
14Neuzé ann holl brin̄sed a gasaz étrézé Baruc’h Judi, mâb Natanias, mâb Sélémias, mâb Chusi, évit lavarout: Kémer enn da zourn al levr eûz a béhini éc’h eûz lennet dirâg ar bobl, ha deûz. Baruc’h, mâb Néréas, a géméraz éta al levr enn hé zourn, hag a iéaz étrézég enn-hô.
15Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Azez, ha lenn ann dra-zé dira-z-omp. Ha Baruc’h a lennaz dira-z-hô.
16Hôgen pa glevchon̄t ann holl c’hériou-zé é sellchon̄t gan̄t saouzan ann eil oud égilé, hag é léverchon̄t da Varuc’h: Ni a dlé rei da anaout ann holl c’hériou-zé d’ar roué.
17Hag hî a réaz ar goulenn-man̄ out-han̄, ô lavarout: Danéwell d’é-omp pénaoz éc’h eûz skrivet ann holl c’hériou-zé eûz hé c’hénou.
18Ha Baruc’h a lavaraz d’ézhô: Hén̄ a lavaré d’in eûz hé c’hénou ann holl c’hériou-zé ével pa hô lennché ha mé hô skrivé el levr gan̄t liou.
19Hag ar brin̄sed a lavaraz da Varuc’h: Kéa, hag en em guzit, té ha Jérémias; ha na wézet dén péléac’h é viot.
20Hag hî a iéaz da gavout ar roué er porched, goudé béza lézet al levr é miridigez é kambr Élisama ar skrivañer: hag é rôjon̄t da anaout d’ar roué kémen̄d hô dôa klévet.
21Hag ar roué a gasaz Judi da gerc’hout al levr: hag hé-man̄, ô véza hé géméret é kambr Élisama ar skrivañer, hé lennaz dirâg ar roué, ha dirâg ann holl briñsed a oa enn hô zâ enn-drô d’ar roué.
22Hôgen ar roué a oa azézet enn hé di goan̄v, enn naved mîz: hag eur glaouier leûn a dân a oa dira-z-han̄.
23Ha pa en dôé lennet Judi teir pé béder bajen, ar roué hô zrouc’haz gan̄t kon̄tel ar skrivañer, hag hô zaolaz enn tân, a oa er glaouier, ha goudé-zé al levr holl; kén na oé dévet a-grenn er glaouier.
24Ar roué hag hé zervichérien na oen̄t két spoun̄tet, ha na rogchon̄t két hô diḻad, pa glevchon̄t ann holl c’hériou-zé.
25Koulskoudé Elnatan, ha Dalaias, ha Gamarias a fellaz d’ézhô miroud oud ar roué na zevché al levr; hôgen na zélaouaz két anézhô.
26Hôgen ar roué a c’hourc’hémennaz da Jérémiel, mâb Amélech, ha da Zaraias, mâb Ezriel, ha da Zélémias, mâb Abdéel, ma krogchon̄t é Baruc’h ar skrivañer, hag é Jérémias ar profed. Hôgen ann Aotrou a guzaz anézhô.
27Hôgen gér ann Aotrou a zeûaz da Jérémias ar profed, goudé m’en dôa devet ar roué al levr, hag ann holl c’hériou en dôa skrivet Baruc’h eûz a c’hénou Jérémias; hag é lavaraz d’ézhan̄:
28Kémer eul levr all, ha skrîv enn-han̄ ann holl c’hériou ken̄t, a oa el levr ken̄ta, en deûz dévet Joakim, roué Juda.
29Hag é liviri da Joakim roué Juda: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Té éc’h eûz dévet al levr-zé, ô lavarout: Pérâg éc’h eûz-té skrivet enn-han̄, oc’h embanna, pénaoz é teuiô abarz némeur roué Babilon, hag é tisman̄strô ar vrô-man̄, ha na lézô enn-han̄ béô na dén, na loen?
30Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou a-énep Joakim, roué Juda: Na zeûiô eûz hé wenn hini a gémen̄t a azézô war drôn David; hag hé gorf-marô a vézô taolet dindân ar c’hrouéz a-zoug ann deiz, ha dindân ar réô a-zoug ann nôz.
31Ha mé a emwélô anézhan̄, hag hé wenn, hag hé zervichérien, enn abek d’hô fallagriézou, hag é tigasinn war-n-ézhô, ha war ar ré a choum é Jéruzalem, ha war dûd Juda, ann holl zroug am eûz diouganet d’ézhô, ha n’hô deûz két va zélaouet.
32Jérémias a géméraz éta eul levr all, hag hé rôaz da Varuc’h, mâb Nérias ar skrivañer, péhini a skrivaz enn-han̄ eûz a c’hénou Jérémias ann holl c’hériou a oa el levr en dôa dévet enn tân Joakim roué Juda; ha c’hoaz é lékéaz kalz gériou, ha na oa két el levr ken̄ta. ———— XXXVII. PENNAD Jérémias a zô lékéat er vâc’h.