Levr Yirmia 35:16
Hôgen ar roué Sédésias a gasaz évid hé denna ac’hanô; hag hén̄ a réaz goulénnou out-han̄ é-kûz enn hé dî hé-unan, hag a lavaraz d’ézhan̄: Ha bez’ éz eûz gér a berz ann Aotrou? Ha Jéremias a lavaraz: Béz’ éz eûz; hag ével-henn é lavar: Etré daouarn roué Babilon é vézi rôet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Jérémias éta ô véza bét lékéat enn eur vac’h zoun ha téval, a choumaz énô meûr a zervez.
Cross References
Jeremiah 7:3Hag ar ré holl péré a vézô choumet eûz ar gwall wenn-zé, péré em bézô distolet ha dilézet, a zilennô ken̄toc’h ar marô égéd ar vuez, émé Aotrou ann arméou.
Malachi 1:6Ar mâb a énor hé dâd, hag ar mével a zouj hé vestr: mar d-ounn éta tâd, péléac’h éma va énor? ha mar d-ounn mestr, péléac’h éma va douj? émé Aotrou ann arméou, d’é-hoc’h-hu, béleien, péré a zispriz va hanô, hag a lavar: É pétrâ hon eûz-ni disprizet da hanô?
Luke 15:11C’hoaz é lavaraz: Eunn dén en doa daou vab: