Levr Yirmia 36:16
Hôgen ar roué Sédésias a douaz é-kûz da Jérémias, ô lavarout: Ével ma eo béô ann Aotrou, en deûz gréat eunn éné enn-omp, é touann pénaoz n’az lazinn két, ha na rôinn két ac’hanod étré daouarn ann dûd-zé péré a glask da vuez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 13:18Mar d-ann er-méaz er parkou, chétu é kavann tûd lazet gan̄d ar c’hlézé; ha mar d-ann ébarz ar géar, chétu é wélann ré all dislébéret gan̄d ann naounégez. Ar broféded hag ar véléien a zô bét kaset ivé enn eunn douar ha na anavézen̄t két.
Jeremiah 36:24Hôgen ma na fell két d’id mon̄d er-méaz, chétu ar gér en deûz diskouézet ann Aotrou d’in: 22 Chétu ann holl c’hragez a vézô choumet é tî roué Juda, a vézô kaset da brin̄sed roué Babilon; hag hî a lavarô: Ann dûd a béoc’h-zé hô deûz da douellet, ha da dréc’het; soubet hô deûz da dreid er fan̄k hag el lin̄kr, hag hô deûz da zilézet. 23 Ha da holl c’hragez, ha da vugalé a vézô kaset d’ar C’haldéed: ha na déc’hi két diouc’h hô daouarn, râk kéméret é vézi gan̄t roué Babilon; hag hen̄ a zévô ar géar-man̄. 24 Neûzé Sédésias a lavaraz da Jérémias: Na wézet dén ar gériou-zé, ha na varvi két.
Amos 7:10Neûze Amasias bélek Bétél a gasaz étrézé Jéroboam roué Israel, ô lavarout: Dispac’het eo Amos enn da énep é-kreiz tî Israel: ar vrô na hell mui gouzan̄vi hé holl lavariou.