Levr Yirmia 36:2
Ével-henn é lavar ann Aotrou: Piou-bennâg a choumô er géar-man̄ a varvô gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen; hôgen néb en em dennô étrézég ar C’haldéed, a vévô; hag hé éné a vézô dieûb ha béô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 6:2Hag é oé kavet é Ekbatanis, a zô eur c’hastel é provin̄s Média, eul levr, war béhini é oa skrivet kémen̄t-man̄:
Psalms 40:7Neûzé em eûz lavaret: Chétu é teûann. É penn al levr eo skrivet diwar va fenn
Isaiah 30:8Hôgen ar prin̄s a vennô ével eur prin̄s, hag hén̄ en em startai war ann duged.
Jeremiah 1:5Diagen̄t ma toaréiz ac’hanod é kôv da vamm, em eûz da anavézet; ha diagen̄t ma teûjez er-méaz eûz a gôv da vamm, em eûz da zan̄télet, hag em eûz da rôet da brofed é-touez ar brôadou.
Jeremiah 2:4Sélaouit gér ann Aotrou, ti Jakob, ha c’houi holl dûd tî Israel.