Levr Yirmia 37:3
Hag holl brin̄sed roué Babilon a iéaz ébarz, hag a azézaz war ar porz kreiz: Nérégel, Séréser, Sémégarnabu, Sarsac’him, Rabsarez, Nérégél, Séréser, Rébmag, hag holl brin̄sed all roué Babilon.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Samuel 12:19Hôgen n’en em gavé gôf é-béd é holl vrô Israel: rag ar Filistined hô dôa miret out kémen̄t-sé, gan̄d aoun na rajé ann Hébréed klézeier ha goafiou. 29 Réd é oa éta da holl Israel diskenni da gavout ar Filistined évit lemma hô souc’hiou, hag hô figellou, hag hô bouc’hili, hag hô gwiñédou.
Jeremiah 2:27Péré hô deûz lavaret d’ar c’hoat: Va zâd oud; ha d’ar méan: Va ganet éc’h eûz: trôed hô deuz hô c’hein d’in, ha nann hô dremm; hag é amzer hô an̄ken é livirin̄t: Saô, ha dieub ac’hanomp.
Jeremiah 21:2Hag é liviri: Sélaou gér ann Aotrou, roué Juda, péhini a zô azézet war drôn David, té, ha da zervichérien, ha da bobl, a zeû ébarz dré ar persier-zé.