Levr Yirmia 37
1Enn naved bloaz eûz a Zédésias, enn dékved mîz, é teûaz Nabukodonosor, roué Babilon, hag hé holl armé dirâk Jéruzalem, hag a stourmaz out-hi:
2Hag enn unnékved bloaz eûz a Zédésias, er pévaré mîz, enn naved deiz eûz ar mîz, é oé gréat eunn difreûz é kéar.
3Hag holl brin̄sed roué Babilon a iéaz ébarz, hag a azézaz war ar porz kreiz: Nérégel, Séréser, Sémégarnabu, Sarsac’him, Rabsarez, Nérégél, Séréser, Rébmag, hag holl brin̄sed all roué Babilon.
4Pa wélaz anézhô Sédésias roué Juda, hag ann holl vrézélidi, é tec’hchoñt: hag hî a iéaz er-méaz eûz a géar a-zoug ann nôz, dré hen̄t garz ar roué, ha dré ar porz a ioa étré ann daou vur, hag éz éjon̄t war hen̄t ann distrô.
5Hôgen armé ar C’haldéed a iéaz war hô lerc’h; hag hî a bakaz Sédésias é kamp distrô Jériko; hag ô véza hé géméret é kaschon̄t anézhan̄ da Nabukodonosor, roué Babilon, é Réblata, a zô é brô Émat; hag hé-man̄ a zougaz hé varn.
6Ha roué Babilon a lazaz mipien Sédésias é Réblata, dirâg hé zaoulagad: roué Babilon a lazaz ivé ann holl dud nobl eûz a Juda.
7Tenna a réaz hé zaoulagad da Zédésias, hag é lékéaz eur chaden enn-drô d’ézhan̄, évid hé gâs da Vabilon.
8Ar C’haldéed a zévaz ivé gan̄d ann tân ti ar roué, ha tiez ar bobl, hag a ziskaraz muriou Jéruzalem.
9Nabuzardan, penn ann armé, a zizougaz é Babilon ar ré eûz ar bobl a oa choumet é kéar, hag ar ré a oa tec’het étrézeg hén̄, hag ann dilerc’h eûz ar bobl a oa choumet.
10Nabuzardan, penn ann armé, a lézaz é brô Juda ar ré baour eûz ar bobl, ar ré n’hô dôa nétrâ; hag é rôaz d’ézhô gwini ha pun̄sou enn deiz-zé.
11Hôgen Nabokodonosor, roué Babilon, en dôa gourc’hémennet da Nabuzardan, penn ann armé, diwar-benn Jérémias, ô lavarout:
12Kémer-hén̄, ha laka évez out-han̄, ha na ra droug é-béd d’ézhan̄; hôgen gra enn hé gén̄ver ével ma karô.
13Nabuzardan, penn ann armé, a gasaz éta, hag ivé Nabusezban, ha Rabsarez, ha Nérégel, ha Séréser, ha Rebmag, hag holl brin̄sed roué Babilon,
14A gasaz ivé étrézé Jérémias, évid hé denna eûz a borched ar vâc’h; hag é lékéjon̄t anézhan̄ étré daouan Godolias, mâb Abikam, mâb Safan, évit m’az ajé enn eunn tî, ha ma choumché é-touez ar bobl.
15Hôgen gér ann Aotrou a oa deûet da Jérémias, pa édo serret é porched ar vac’h, ô lavarout:
16Kéa, ha komz oud Abdémélec’h ann Étiopiad, ô lavarout: Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Chétu mé a zigasô war ar géar-man̄ kémen̄d em eûz lavaret diwar hé fenn é droug, ha nann é mâd: hag hén̄ a vézô sévénet dirâk da zaoulagad enn deiz-zé.
17Ha mé az tieûbô enn deiz-zé, émé ann Aotrou; ha na vézi két lékéat étré daouarn ann dûd râk péré éc’h eûz aoun.
18Hôgen mé az tennô hag az tieûbô, ha na gouézi két dindân ar c’hlézé, hôgen da éné a vézô savétéet, ô véza ma éc’h eûz lékéat da fisian̄s enn-oun, émé ann Aotrou. ———— XL. PENNAD Ar Iuzévien péré a oa bét tec’het en em zastum adarré.