Levr Yirmia 42:12
Mé a gémérô dilerc’h Juda, péré hô deûz trôet hô dremm évit mon̄d é brô ann Éjipt, ha choum énô: hag hî a vézô dispennet holl é brô ann Éjipt; kouéza a rain̄t dindân ar c’hlézé ha dindân ann naounégez, hag é vézin̄t dispennet adaleg ar vihana bétég ar vrasa; gan̄d ar c’hlézé ha gan̄d ann naounégez é varvin̄t; hag hî a vézô da argarzidigez, ha da zaouzan, ha da valloz, ha da vézégez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 1:11Mé az péd, Aotrou, bézet évésiek da skouarn da béden da zervicher, ha da béden da zervicherien, péré a zouj da hanô; ha rén hiriô da zervicher, ha rô d’ézhan̄ trugarez dirâg ann dén-zé: râk mé a oa kôper ar roué. ———— II. PENNAD. Néhémias a zistrô da Jéruzalem, hag a laka da zével hé muriou.
Psalms 106:46Hag é skuḻaz war-n-ézhô hé drugarézou dirâg ar ré holl hô dôa hô lékéat é sklavérez.