Levr Yirmia 44:17
Rôit ann hanô-man̄ da Faraon, roué ann Éjipt: Ar reûstl en deûz digaset ann amzer.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 30:2Hag é lavaraz da brin̄sed breûriézou bugalé Israel: Chétu pétrâ en deûz gourchémennet ann Aotrou: 3 Ma en deûz eur goaz gréat eur gwéstl d’ann Aotrou, pé mar d-eo en em éréet dré lé, na dorrô két hé c’hér; hôgen sévéni a rai kémen̄d eo en em wéstlet da ôber.
Deuteronomy 23:23Pa wélin̄t pénaoz en deûz hé losket gan̄d ar soufr ha gan̄t tanijen ar c’hoalen, enni hévélep doaré na vézô mui hadet, ha na zavô enn-han̄ nétrâ a c’hlâz, é skouér eûz a zisman̄tr Sodom ha Gomorr, Adama, ha Séboim, a zisman̄trâz ann Aotrou enn hé vuanégez hag enn hé frouden:
Nehemiah 9:34Hor rouéed, hor brin̄sed, hor béleien, hag hon tadou n’hô deûz két miret da lézen: n’hô deûz két sélaouet da c’hourc’hémennou, nag ann testéniézou a desténiez enn-hô.
Psalms 106:6Péc’het hon eûz gan̄d hon tadou; gan̄d direizded omp en em rénet, fallagriez hon eûz gréat.
Jeremiah 7:17Râk chétu é kasinn ouz-hoc’h aéred, baziliked, out péré n’eûz két a vréou; hag hî a zan̄tô ac’hanoc’h, émé ann Aotrou.