Niveroù 30:2
Hag é lavaraz da brin̄sed breûriézou bugalé Israel: Chétu pétrâ en deûz gourchémennet ann Aotrou: 3 Ma en deûz eur goaz gréat eur gwéstl d’ann Aotrou, pé mar d-eo en em éréet dré lé, na dorrô két hé c’hér; hôgen sévéni a rai kémen̄d eo en em wéstlet da ôber.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Moizez a zisklériaz da vugalé Israel kémen̄d en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄:
Cross References
Leviticus 5:4Ma en deûz eunn dén touet ha lavaret gan̄d hé vuzellou, ha krétéet gan̄d hé lé ha gan̄d hé c’heriou pénaoz é rajé eunn dra zroug pé eunn dra vâd; goudé béza an̄kounac’héat hé fazi, mar teû pelloc’h d’hé anaout,
Numbers 21:2Hôgen Israel oc’h en em wéstla d’ann Aotrou gan̄d eul lé, a lavaraz: Ma lékéez ar bobl-zé étré va daouarn, é wastinn hé geriou.
Numbers 30:10Ar c’hrég in̄tan̄vez, hag ar c’hrég kaset-kuît gan̄d hé ozac’h, a zévénô kémen̄t gwéstl hô dévézô gréat.
Judges 11:11Jefté a iéaz éta gan̄d hénaoured Galaad, hag ar bobl holl hel lékéaz da brin̄s war-n-ézhô. Ha Jefté en dôa gréat hé holl lavariou dirâg ann Aotrou é Masfa.
Judges 11:35Pa wélaz Jefté anézhî, é rogaz hé ziḻad, hag é lavaraz: Allaz mé a zô reûzeûdik, va merc’h, va saouzanet éc’h eûz, hag en em zaouzanet oud da-unan: râk digoret em eûz va génou étrézég ann Aotrou, ha na hellinn két ôber eunn dra all.