Levr Yirmia 44:26
Ha mé hô lakai étré daouarn ar ré a glask hô buez, hag étré daouarn Nabukodonosor, roué Babilon, hag étré daouarn hé zervichérien; ha goudé-zé é vézô ével enn deisiou ken̄t, émé ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 14:28Lavar éta d’ézhô: Béô ounn, émé ann Aotrou; ével ma em eûz hô klevet ô lavarout, é rinn d’é-hoc’h. 2ü. Hô korfou-marô a vézô gourvézet enn distrô-zé. C’houi holl péré a zô bét nivéret adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, hag hoc’h eûz krôzet a-énep d’in,
Psalms 50:16Hôgen Doué en deûz lavaret d’ar péc’her: Pérâg é embannez-té va reisiou, hag éc’h eûs-té va c’hévrédigez enn da c’hénou?
Isaiah 48:1Ével-henn é lavar ann Aotrou: Pétrâ eo ar skrid-rann-zé, gan̄t péhini em euz kaset-kuît da vamm? Pé piou eo ar c’hrédour-zé d’in da béhini em eûz hô kwerzet? Chétu enn abek d’hô fallagriézou oc’h bét gwerzet, hag enn abek d’hô kwallou em eûz kaset-kuît hô mamm.
Jeremiah 4:2Ha té a douô: Béô eo ann Aotrou, gan̄t gwirionez, ha gan̄t barnédigez, ha gan̄t reizded; hag ar brôadou a vennigô anézhan̄, hag hé veûlo.
Jeremiah 7:9Ar ré fûr a zô karget a vez; spoun̄tet ha paket in̄t; râg gér ann Aotrou hô deûz distolet, ha n’eûz furnez é-béd enn-hô.