Levr Yirmia 46:11
Strujuz eo bét Moab adaleg hé iaouan̄ktiz, hag eo bét arzaôet war hé lec’hid; né ket bét dinaouet eûz a eul léstr enn eul léstr all, ha né két bét dizouget er-méaz: rak-sé eo choumet hé vlâz gan̄t-han̄, ha ne két bét névézet hé c’houés.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 47:1Sélaouit, énézi; ha likiid évez, poblou a-bell: Ann Aotrou en deûz va c’halvet abaoé ma ounn ganet; adalek kôv va mamm en deûz bét koun enn-oun.
Jeremiah 14:17N’ounn két bét azézet é strolladou ar c’hoariérien, ha n’ounn két en em fougéet évit béza bét dindân da zourn; va-unan ounn bét azézet, ô véza ma éc’h eûz va leûniet a c’hourdrouzou.
Ezekiel 30:21Mâb dén, bréac’h Faraon, roué ann Éjipt, em eûz torret; ha né két bét louzaouet évit paréa; ne két bét éréet gan̄t lurellou, na gôlôet gan̄t liénennou, évit pa vézô deûet hé ners d’ézhi, ma hello derc’hel ar c’hlézé.
Nahum 3:19Né két kuzet da en̄krez: gwall wiridig eo da c’houli: kémen̄d hini hô deûz klévet ar péz a zo c’hoarvézet gan-éz, hô deûz pounnéréet hô dourn war-n-od; râk war biou né két bét tréménet da zrougiez é beb amzer?