Levr Yirmia 46
1Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel, diwar-benn Moab: Gwâ war Nabo, râg gwastet eo bét ha mézékéet; keméret eo bét Kariataim: mézékéet eo bét, krénet é deûz ar géar gré.
2N’en em veûlô mui Moab eûz a Hesébon; hî hô deûz mennet droug enn hé énep. Deûit, ha dispennomp-hi eûz a douez ar boblou; tével éta ar rî, hag ar c’hlézé a iélô war da lerc’h.
3Eur garm a zâv eûz a Oronaim: eur gwastadur, hag eunn dispennadur brâz.
4Dispennet eo Moab; deskit d’hé vugaligou ôber garmou.
5Enn eur geina é piño dré grec’hien Luit; ô véza ma hô deûz klévet ann énébourien hé iudérez é dinaou Oronaim.
6Tec’hit, savéteit hoc’h énéou, ha bézit ével ar brûg enn distrô.
7Râg ô véza ma éc’h eûz lékéat da fisian̄s enn da gériou kré hag enn da den̄zoriou, é vézi ivé kéméret; ha Kamas a iélô é sklavérez, hag hé véléien, hag hé brin̄sed ivé.
8Ar preizer a zeûi é pép kéar; kéar é-béd na vézô espernet; ann traon̄iennou a vézô preizet, ar c’hompézennou a vézô gwastet; râg ann Aotrou en deûz lavaret kémen̄t-sé.
9Rôit bleun̄ da Voab, râg é-kreiz hé skéd éz ai-kuît; hé gériou a vézô didûd, ha na hellô dén choum enn-hô.
10Milliget ra vézô ann hini a râi labour ann Aotrou gan̄d disléalded: ha milliget ra vézô ann hini a zistrôi hé glézé diouc’h ar goad.
11Strujuz eo bét Moab adaleg hé iaouan̄ktiz, hag eo bét arzaôet war hé lec’hid; né ket bét dinaouet eûz a eul léstr enn eul léstr all, ha né két bét dizouget er-méaz: rak-sé eo choumet hé vlâz gan̄t-han̄, ha ne két bét névézet hé c’houés.
12Râk-sé chétu é teû ann déisiou, émé ann Aotrou, ma kasinn d’ézhan̄ tûd a zireizô hag a fennô hé bôdou; hé ziskara a rain̄t hé-unan; goullô a rain̄t hé listri, hag é torrin̄t hé bôdou.
13Ha Moab a vézô mézékéet gan̄t Kamos, ével ma eo bét mézékéet tî Israel gan̄t Béthel, é péhini en dôa lékéat hé fisian̄s.
14Pénaoz é livirit-hu: kré omp, ha tûd kalounek évid ar brézel?
15Gwastet eo bét Moab, hag hé gériou a zô bét dévet; hag ann dilenn eûz hé dûd-iaouan̄k a zô bét lazet, émé ar roué, en deûz da hanô Aotrou ann arméou.
16Tôst eo dispennadur Moab da zon̄t; ha buhan é teûi hé zrouk.
17Fréalzit-hén̄, c’houi holl péré a zô war hé drô, c’houi holl péré a anavez hé hanô, livirit: Pénaoz eo bét torret ar walen gré, ar vâz a c’hloar?
18Diskenn eûz da c’hloar, hag azez war ar zec’hed, merc’h a choum é Dibon: râg ann hini en deûz gwastet Moab a biñ enn-od, hag a ziskarô da gériou kré.
19En em zalc’h war ann hen̄t, ha sell, merc’h a choum é Aroer: grâ goulennou oud ann hini a dec’h, ha lavar d’ann hini a ia-kuît: Pétrâ a zô c’hoarvézet?
20Mézékéet eo Moab, ô véza ma eo bét tréc’het; iudit, ha garmit: embannit é Arnou pénaoz eo bét gwastet Moab.
21Hag ar varn a zô deûet war ar mésiou; war Hélon, ha war Jasa, ha war Méfaat,
22Ha war Zibon, ha war Nabo, ha war dî Déblataim,
23Ha war Gariataim, ha war Vetgamul, ha war Vetmaou,
24Ha war Gariot, ha war Vosra, ha war gériou brô Moab, a bell hag a dôst.
25Korn Moab a zô bét torret, hag hé vréac’h a zô bét brévet, émé ann Aotrou.
26Mezvit-hén̄, ô véza ma eo savet a-éneb ann Aotrou. Saotra a rai dourn Moab enn hé zisloun̄k, hag hén̄ a zeûi da c’hoapérez.
27Râg goab éc’h eûz gréat eûz a Israel, ével pa vé bét kavet é-touez al laéroun: enn-abek d’ar péz éc’h eûz lavaret enn hé énep, é vézi kaset é sklavérez.
28Kuitait ar c’hériou, ha choumit é-touez ar réc’hier, tûd Moab; ha bézit ével ar goulm a râ hé neiz enn toullou ar ré uc’héla.
29Klevet hon eûz rogen̄tez Moab: gwall rok eo: hé uc’helded, hé rogoni, hag hé valc’hder, hag herder hé galoun.
30Hé vugad a anavézann, émé ann Aotrou: ha pénaoz né két kévatal hé nerz d’hé vugad, ha ma eo bét hé striv enn tû all d’hé c’halloud.
31Râk-sé é wélinn war Voab, hag é c’harminn étrézé Moab holl, hag é keininn gan̄d ann dûd a choum enn da vuriou brikennou.
32Mé a wélô war-n-od, gwinien Sabama, ével ma em eûz gwelet war Jazer; da greskou hô deûz treûzet ar môr, bété môr Jazer in̄d deûet; war da védérez, ha war da ven̄dem eo en em stlapet ar preizer.
33Al lévénez hag al lîd a zô bét kaset-kuît eûz ar c’hompézennou druz, hag eûz a vrô, Moab; miret em eûz na rédché ar gwîn er gwaskoliou; ar ré a waské ar rézin na ganin̄t mui hô c’hanaouen.
34Eûz a Hésébon bétég Éléalé ha Jasa, hô deûz garmet gan̄d eur vouéz gré, hag eûz a Zégor bétég Oronaim, ével eunn ounner tri-vloaz; douréier Nemrim a zeûi ivé da véza fall.
35Ha mé a gasô kuît eûz a Voab, émé ann Aotrou, ann hini a réa hé gennigou war al lec’hiou uc’hel, hag ann hini a réa sakrifisou d’hé zouéed.
36Râk-sé va c’haloun a huanadô étrézé Moab ével eur zutel; va c’haloun a huanadô étrézé tûd hé muriou brikennou ével eur zutel; ô véza ma hô deûz gréat enn tû all d’hô galloud, in̄t bét kollet.
37Râk pép penn a vézô moal, ha péb barô a vézô touzet; pép dourn a vézô éréet, ha war bép kein é vézô eur zaé-reûn.
38War holl dôennou Moab, hag enn hé leuriou-kéar na vézô némét gwélvan: râk brévet eo Moab gan-én̄ ével eul léstr didalvez, émé ann Aotrou.
39Pénaoz eo bét trec’het-hi hag é deûz iudet? Pénaoz é deûz Moab soublet hé fenn, hag eo mézékéet? Ha Moab a vézô da c’hoapérez, ha da skouér évid ar ré holl a zô war hé zrô.
40Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu é nichô ével eunn er, hag é lédô hé ziou-askel étrézé Moab.
41Kéméret eo Kariot, ha kéméret eo hé c’hréou; ha kaloun ar ré gréva eûz a Voab a vézô enn deiz-zé ével kaloun eur c’hrég é gwilioud.
42Ha Moab a éhanô da véza eur bobl; ô véza ma eo en em vugadet a-éneb ann Aotrou.
43Ar spoun̄t, ar poull, hag al lindâg a zô savet war-n-od, ô dén Moab, émé ann Aotrou.
44Néb a déc’hô diouc’h ar spoun̄t a gouézô er poull; ha néb a zavô eûz ar poull, a vézô paket el lindâg; râk mé a zigasô war Voab bloaz hô emwel, émé ann Aotrou.
45Ar ré a déc’hé diouc’h al lindâg a zô arzaôet é skeûd Hesébon; hôgen ann tân a zô deûet er-méaz eûz a Hesébon, hag ar flamm eûz a greiz Séon, hag en deûz loun̄ket lôd eûz a Voab, ha kern bugalé ann dispac’h.
46Gwâ té, Moab; kollet oud, pobl Kamos; râk da vipien ha da verc’hed a zô bét kaset é sklavérez.
47Hôgen mé a zigasô Moab eûz ar sklavérez enn deisiou divéza, émé ann Aotrou. Bétég aman̄ éma barn Moab. ———— XLIX. PENNAD Diougan a-eneb Ammon, ann Iduméa, Damas, ha ré all.