Levr Yirmia 14:17
N’ounn két bét azézet é strolladou ar c’hoariérien, ha n’ounn két en em fougéet évit béza bét dindân da zourn; va-unan ounn bét azézet, ô véza ma éc’h eûz va leûniet a c’hourdrouzou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 80:4Aotrou, Doué ann arméou, bété pégeit é vézô drouk enn-oud (T) out péden da zervicher?
Jeremiah 8:21Râk piñet eo ann an̄kou dré hor prénestrou, éad eo enn hon tiez, évit laza hor bugalé vihan er ruou, hag hon tud-iaouan̄k é leûriou-kéar.
Jeremiah 10:19Ha mé a oa ével eunn oan kûn̄, a gaseur d'al lazerez; ha né anavézenn két hô ménosiou en énep, pa lavaren̄t: Lékéomp koat en hé vara, ha dispennomp anézhan̄ eûz a zour ar ré véô, ha na vézô mui a goun eûz hé hanô.
Jeremiah 30:14Gwalc’ha ha larda a rinn éné ar véléien; ha va fobl a vézô karget gan̄t va madou, émé ann Aotrou.
Lamentations 2:11Va daoulagad a zô falléet gan̄d ann daérou, va bouzellou a zô bét reûstlet; kouézet eo va avu d’ann douar, pa em eûz gwélet disman̄tr merc’h va fobl, pa em eûz gwélet ar vugalé vihan hag ar ré oud ar vronn ô kouéza marô war al leuriou-kéar. LAMED.