Levr Yirmia 48:36
Ar c’hlézé war hé diouganérien, péré a vézô diskian̄t; ar c’hlézé war hé dûd kré, péré hô dévézô aoun.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Proverbs 13:22Ann dén mâd a lez da héred mipien ha nized; ha danvez ar péc’her a zô miret évid ann dén reiz.
Ecclesiastes 5:13Râk mon̄d a réon̄t da-gét enn eur c’hlac’har vrâz; bez’ en deûz bét eur mâp a gouézô er baouren̄tez ar vrasa.
Isaiah 15:7Hervez brasder hô ôber é vézô hô c’hastiz; bété froud ann halek é vézin̄t klevet.
Isaiah 63:15Ha c’houi a zilézô hoc’h hanô ével eunn touadel d’am ré-zilennet; hag ann Aotrou Doué az lazô, hag a rôi eunn hanô all d’hé zervichérien.
Jeremiah 17:11Lavar éta bréma da dûd Juda, ha d’ar ré a choum é Jéruzalem: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a aoz droug enn hoc’h énep hag a zoaré ménosiou ouz-hoc’h: ra zistrôiô pép-hini eûz hé wall hen̄t, hag éeunit oc’h hen̄chou hag hoc’h ôberiou.