Levr Yirmia 49:31
Ar rédérien a ziarbennô ar rédérien, hag ar gannaded a ziarbennô ar gannaded, évit rei da anaout da roué Babilon, pénaoz eo kéméret hé géar eûz ann eil benn d’égilé,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 23:9Eûz a lein ar réier her gwélinn, hag eûz ar grec’hiou é sellinn out-han̄. Ar bobl-zé a choumô hé-unan, ha na vézô két lékéat é niver ar brôadou.
Judges 18:7Ar pemp dén éta a iéaz hag a zeûaz da Lais: hag hî a wélaz ar bobl a choumé er géar-zé, hervez boaz ar Sidonied, héb aoun é-béd, é péoc’h, hag é fisian̄s, héb énébour é-béd, pinvidik-brâz, pell eûz a Zidon, ha rannet diouc’h ann dûd all.
Psalms 123:4Grâ vâd, Aotrou, d’ar ré vâd, ha d’ar ré a zô éeun a galoun.
Isaiah 32:11Ar bon̄gors hag ann heûreûchin a zalc’hô anézhi; ann ibis hag ar vrân a choumô enn-hi. Ann Aotrou a astennô hé linen war-n-ézhi évid hé c’has-da-nétra hag ar c’hompézer évid hé dispenna.
Jeremiah 48:11O véza ma hoc’h eûz tridet, ha ma hoc’h eûz gwall gomzet, ô skrapa va digwéz; ô véza ma oc’h en em lédet evel leûéou war ar géot, ha ma hoc’h eûz bléjet ével tirvi.
Ezekiel 38:11Hag é liviri: Piña a rinn étrézég eur vrô divur; moñd a rinn da gavout tud é péoc’h, péré a zô é pép fisian̄s, peré a choum holl hép muriou, ha n’hô deûz na prennou na dôriou: