Levr Yirmia 5:21
Sélaou, pobl diskian̄t ha diboell: c’houi péré hoc’h eûz daoulagad, ha na wélit két; hoc’h eûz diskouarn, ha na glévit két.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
20Embannit kémen̄t-sé é tî Jakob, rôit-hen̄ da glévout da Juda, ô lavarout:
Cross References
Proverbs 17:16Pétrâ a dâl d’ann dén diskian̄t kaout madou, pa na hell két préna ar furnez? Néb a zâv uc’hel hé dî, a glask hé ziskar; hag ann hini a dec’h diouc’h ann deskadurez, a gouézô enn drouk.
Isaiah 27:11Hag ann holl wélédigésiou a vézô d’é-hoc’h ével geriou eul levr siellet, a vézô rôet da eunn dén a oar lenna, ô lavarout: Lenn-hén̄; hag hén̄ a lavarô: N’hellann két, râk siellet eo.
Jeremiah 4:22O véza ma eo diskian̄t va fobl, ha n’en deûz két va anavézet; tud diboell ha direiz in̄t; fûr in̄t évid ôber ann drouk, hôgen na ouzoüt két ôber ar mâd.
Jeremiah 7:13Hô strolla a rinn kévret, émé ann Aotrou. Na vézô két a rézin oud ar gwini, na vézô két a fiez oud ar gwéz-fiez, ann déliou a gouézô: hag ar péz em bôa rôet d’ézhô a iélô ébiou.