Levr Yirmia 5:6
Râk-sé léon ar c’hoat a dagô anézhô, bleiz ar pardaez a skrapô anézhô, al léonpard a spiô hô c’heriou; kémen̄d-hini a iélô er-méaz anézhô, a vézô paket; râk paottet eo hô fallagriézou, krévéet eo hô drougiézou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 10:10Hag Esdras, ar bélek, a zavaz hag a lavaraz d’ézhô: C’houi hoc’h eûz torret al lézen, hag hoc’h eûz kéméret gragez a-ziavéaz, évit gwasaat péc’hed Israel.
Psalms 104:20Ann dévalien éc’h eûz gréat, hag eo deûet ann nôz; a-zoug ann nôz eo é trémen loéned ar c’hoat.
Jeremiah 2:17Ha né két bét c’hoarvézet kémen̄t-sé gan-éz, ô véza ma éc’h eûz dilézet ann Aotrou da Zoué, enn amzer ma réné ac’hanod enn da hen̄t?
Jeremiah 2:31Klévit gér ann Aotrou: Hag eunn distrô ounn deûet évid Israel, pé eunn douar divézad? Pérâg éta en deûz lavaret va fobl: Mon̄d a réomp kuît, na zeûimp mui étrézég enn-od?