Levr Yirmia 5:7
Goudé-zé pénaoz éc’h hellinn-mé béza trugarézuz enn da gén̄ver? Da vugalé ho deûz va dilézet, hag hî a dou dré ar ré ha n’in̄t két douéed; hô gwalc’h em eûz rôet d’ézhô, hag hî a zô kouézet enn avoultriez, hag a zô éat d’en em zirolla é tî eur c’hrég fall.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 20:10Mar teû eur ré da walla grég eunn all, ha mar kouéz enn avoultriez gan̄t grég hé nesa, ra vézô lékéat d’ar marô hag ar goâz hag ar vaouez avoultr.
Joshua 23:7Hôgen bugalé Israel a c’harmaz oud ann Aotrou, péhini a lékéaz tévalien étré c’houi hag ann Éjiptianed, hag a zigasaz ar môr war-n-ézhô, hag a c’hôlôaz anézhô. Hô taoulagad hô deûz gwélet kémen̄d em eûz gréat enn Éjipt, hag oc’h choumet pell-amzer enn distrô:
Psalms 50:18Mar gwélez eul laer, é rédez gan̄t-han̄; ha gan̄d ann avoultrerien é kémérez da lôd.
Jeremiah 2:31Klévit gér ann Aotrou: Hag eunn distrô ounn deûet évid Israel, pé eunn douar divézad? Pérâg éta en deûz lavaret va fobl: Mon̄d a réomp kuît, na zeûimp mui étrézég enn-od?
Jeremiah 3:19Hôgen mé em eûz lavaret: Pénaoz é likiinn-mé ac’hanod é-touez va bugalé, hag é rôinn-mé d’id eunn douar hétuz, digouéz kaer arméou ar brôadou? Hag em eûz lavaret: Té a c’halvô ac’hanoun da dâd, ha na éhani mui da zon̄t war va lerc’h.